Erwan Vallerie

istorour ha skrivagner breizhat

Erwan Vallerie (Yvon-Gildas Vallerie), ganet d'an 31 Gouhere 1944 en Aljer ha marvet d'an 9 C'hwevrer 2022 e Roazhon[1], a oa ur istorour hag ur skrivagner diwar-benn Breizh. Emsaver ha prederour war damkaniezh ar broad e voe.

Buhez kemmañ

Mab e oa d'un jeneral eus Sant-Maloù. Desket en doe ar brezhoneg e-unan. Studiet en doe an ekonomiezh e Skol ar Studioù Kenwerzhel Uhel[2], e Pariz ha resevet ur stumm evit bezañ armerzhour. Labouret en doe e E2lectricité de France, e remzad-pad.
E 1969 e voe unan eus dizezerien Skoazell Vreizh asamblez gant e vignon Yann Choucq[3]. Hag asamblez gant hemañ (ha reoù all) ivez en doe savet al luskad emsaver [[Sav Breizh] e 1971 hag e rene kelaouenn ar strollad heñvel hec'h anv (echuet e 1975) ma skrivas pennadoù teorikel war ar vroad enni.
Pelloc'h e studias don istor ar parrezioù kentidik Breizh ha lec'hanvadurezh Breizh ken e savas e 1992 un dezenn brezhoneg-galleg embannet da-c'houde e teir levrenn[4].
E 2003 e skrivas un arnod-skrid war un ton fentus hag e tisplege perzhioù ar Vrezhoned hag hor bro, ken dic'hortoz ma c'hellont seblantout d'an dud estren. Un berzh bras a dizhas gant al llevr a voe adembannet[5].

Enorioù kemmañ

Levrioù kemmañ

  • Théorie de la Nation, 1971
  • Communes bretonnes et paroisses d’Armorique ; Brasparzh, Embannadurioù Beltan, 1986, (ISBN 2905939044)
  • Diazezoù istorel an anvioù-parrez = Traité de toponymie historique de la Bretagne, Ar Releg-Kerhuon, An Here, 1995, 3 levrenn (divyezhek), (ISBN 2868431534)
  • L’art et la manière de prononcer ces sacrés noms de lieu de Bretagne ; Douarnenez, le Chasse-Marée / ArMen, 1996, (ISBN 2903708630)
  • Nous barbares locaux (danvez Théorie de la Nation (1971) gant tri arnodskrid ouzhpenn: «Place de la langue dans le combat de libération nationale», «L’Europe contre la Bretagne» et «Nous barbares locaux», skrivet être 1971 ha 1976) ; An Here, 1997. Diwar e dezenn kinniget e Skol-veur Roazhon 2.
  • Ils sont fous ces Bretons !!, trousse de survie pour découvreur des Armoriques, tresadennoù gant [[Nono], Speied, Coop Breizh, 2003].

Levrlennadur kemmañ

Daveoù kemmañ