Erzh

stêr e Breizh

An Erzh (Erdre e galleg) a zo ur stêr e kreisteiz Breizh, hag a gember gant al Liger e Naoned. Dont a ra e anv eus ar c'heltieg kozh ha talvezout a rafe "stêr vihan" (Daveoù a vank). Ar stumm koshañ anavezet eus ar ger (Erda) a zo eus ar bloaz 1072[1].

Erzh

An Erzh e Naoned
Statud stêr
Hirder 97,4 km
Uhelder an eienenn ? m
Kas keitat 2.5 m³/s
Gorread an diazad 974 km²
Bro(ioù) douret Maine-et-Loire
ha Liger-Atlantel
Diazad stêrioù
?
En em daol e Liger en Naoned
Ledander er genoù ?
Andon Étang du Clairet
e La Pouëze
Adstêrioù ?

E Bro-C'hall emañ eienenn an Erzh, e kumun La Pouëze, un ugent kilometr bennak er gwalarn da Angers.

Kalzik a vanerioù, parkoù ha kestell brav a gaver war he ribloù. Pourmenadennoù hollgaer a c'hall bezañ graet a-hed he ribloù terket gant ar c'humunioù. Sportoù dour a c'haller ober evel ar plankenn-dre-lien war unan eus he div lenn (plaenenn ar Poupinière a 2 km² ha plaenenn Mazerolles a 3 km²), ar roeñvat pe c'hoazh ar pourmen war vag a c'hall mont betek Redon dre ganol eus Naoned da Vrest.

Peurgarget e oa he 500 metr diwezhañ e penn-kentañ an 20vet kantved, e-pad labourioù peurgargañ ur vrec'h eus al Liger. Deuet eo da vezañ unan eus ahelioù pennañ Naoned: porzh an 50 gouestlad.

Treuzoù an Erzh kemmañ

 
Kember an Erzh hag al Liger e Naoned.

Kumunioù gall treuzet :

Kumunioù breizhat treuzet:

Pennadoù kar kemmañ

Daveoù ha notennoù kemmañ

  1. Ernest Nègre : étymologie de 35 000 noms de lieux, Genève : Librairie Droz, 1990. Collection Publications romanes et françaises, volume CVCIII. Volume I : Formations préceltiques, celtiques, romanes, notice 1046, p 38