Esquerra Republicana de Catalunya

Esquerra Republicana de Catalunya ("Tu-kleiz Republikan Katalonia") a zo ur strollad politikel broadelour eus an tu kleiz a stourm evit dishualded Katalonia hag ar Broioù Katalan.

Logo Esquerra Republicana de Catalunya.

Istor kemmañ

Krouet e oa bet ar strollad e 1931 dre unvaniezh Estat Català, Partit Republicà Català ha La Opinió. Bleiniet gant Francesc Macià ha Lluís Companys e embannas ur stad katalan dizalc'h d'an hevelep deiz. E 1934 e voe dilennet Lluís Companys da brezidant ar Generalitat ha frankiz ar vro a embannas adarre e-pad emsavidigezh Asturiez. Emellout a reas al lu, avat, ha bac'het e voe pennoù ar strollad betek donedigezh an Talbenn Boblek Spagnat d'ar galloud. Ar strollad pennañ e teuas da vezañ e-pad ar Brezel Diabarzh Spagn met divodet e voe goude trec'h ar vroadelourien. E benn, Lluis Companys, a voe harzet e Frañs e 1940 ha kaset kuit da Spagn ma voe lakaet d'ar marv.

Adkrouet e voe ar strollad e 1993, goude distro an demokratelezh e Spagn. E dilennadegoù 2003 e c'hounezas 23 sez e Parlamant Katalonia ha kemer a reas perzh er gouarnamant betek ma voe kaset kuit dioutañ gant ar prezidant Pasqual Maragall i Mira e miz Mae 2006. 8 a gannaded en deus ivez e parlamant bro-Spagn hag ur sez e Parlamant Europa.

Liammoù diavaez kemmañ