Estadio de los Pocitos

Estadio de los Pocitos zo ur sportva bet savet e Pocitos, unan eus karterioù Montevideo, en Uruguay.

Plakenn-eñvor o tiskouez deiziadoù meur Estadio de los Pocitos

Digoret e voe ez-ofisiel gant ar c'hrogad a vignoniezh Peñarol Montevideo-River Plate Buenos Aires (1-1), bet dalc'het d'ar 6 a viz Du 1921. Kendelc'her a reas Peñarol d'ober gantañ betek 1933 a-raok mont da c'hoari en Estadio Centenario da vat.

Lec'hiet e oa e korn ar straedoù Charrúa ha Coronel Alegre met n'eus ket mui anezhañ abaoe 1940.

Kib vell-droad ar bed 1930 kemmañ

Bez' e voe e-touez an tri sportva — Estadio Centenario hag Estadio Gran Parque Central an daou all — ma oa bet dalc'het krogadoù ar genstrivadeg enne.

Daou grogad a voe c'hoariet en Estadio de los Pocitos :

Deiziad Poullad Krogad Merk
13 a viz Gouere 1930 A Bro-C'hall - Mec'hiko 4-1
14 a viz Gouere 1930 C Roumania - Perou 3-1

Er sportva-mañ an hini eo e voe merket kentañ pal kentañ Kib vell-droad ar bed gant ar melldroader gall Lucien Laurent.