Ethan Blue Hawke, ganet d'ar 6 a viz Du 1970, zo un aktour, skrivagner ha filmaozer stadunanat. Kinniget eo bet e anv evit pevar Academy Awards hag un Tony Award. Kroget e oa da vezañ aktour e 1985 er film skiant-faltazi Explorers. Ret e vo gortoz 1989 hag ar film drama Dead Poets Society evit ma vefe berzh bras gantañ. Goude-se e voe gwelet e meur a film all a-raok bezañ un aktour penn en Generation X ha Reality Bites e 1994. Hawke a zo bet gwelet ivez o c'hoari gant Julie Delpy en heuliad filmoù Before gant Richard Linklater: Before Sunrise (1995), Before Sunset (2004) ha Before Midnight (2013). Evit an holl filmoù eo bet burutellet mat evit e c'hoari.

Ethan Hawke e 2018

Liammoù diavaez kemmañ