Anv ur gêr eus proviñs Cuvette-Ouest Kongo eo Etoumbi. Diwar ar chase er goadeg tro-war-dro e vev tud ar vro dreist-holl.

Pevar barr kleñved eus ar viruz Ebola zo bet eno nevez zo. Kredet e vez eo deuet diwar tud ar vro bet o tebriñ kig loened marv bet kavet ganto er goadeg. E 2003 e oa marvet 120 a dud diwar ur barr kleñved. Da-heul ur barr all e 2005 e voe disklêriet Etoumbi kêr dizarempred e-pad ur frapad.


Liammoù diavaez kemmañ