Un eurier, pe ur montr, zo un horolaj hezoug treloc'hel pe elektronek hag a vez douget gant e berc'henn pe e berc'hennez.
Tri seurt eurieroù a gaver hiriv : an eurier-brec'h (anvet ivez horolaj-dorn[1]), hag a vez douget ouzh an arzorn, an eurier-ispilhenn hag a vez douget evel un dro-c'houzoug ha, raloc'h bremañ, an eurier-godell.
Brudet eo eurieroù Suis, a-douez reoù arall.

Un eurier-brec'h
Un eurier-brec'h Zenith ma weler an ardivink o vont en-dro.
Eurier Waltham, a veze gant ar soudarded er Brezel-bed kentañ
Un eurier Swatch
Ar c'hoshañ eurier, graet e 1530

Ur seurt boest eo an eurier, rod kendantañ pe amredoù elekronek enni, goloet gant ur werennig ma lenner an eur drezi.

Parzhioù un eurier kemmañ

Eurier treloc'hek kemmañ

Eurier elektronek kemmañ

Eurier gant bizied kemmañ

Hennezh a ziskouez an eur dre zaou viz hefiñv, unan bihan evit an eurioù, unan brasoc'h evit ar munutennoù. Ur biz all a vez ouzhpenn alies da ziskouez an eilennoù. Ne c'haller ket diforc'hañ ar beure diouzh an noz : war 12 e vo an daou viz, ha pa vefe kreisteiz pe hanternoz.
Treloc'hek pe elektronek e c'hall bezañ.

Eurier niverel kemmañ

Dre sifroù e vez diskouezet an eur gant seurt eurieroù. Da skouer, evit diskouez ez eo unnek eur ha kard, e tiskouezo 11:15 (unnek eur ha pemzek munutenn). Bez' e c'heller reizhañ an eurier evit ma tiforc'hfe etre beure hag abardaez, dre e reizhañ war un diskouez 12 eurvezh, ma vo 11:15 AM (latin ante meridiem, "a-raok kreisteiz") pe 11:15 PM (post meridiem, "goude kreisteiz"), pe war un diskouez 24 eurvezh, ma vo 11:00 da veure ha 23:00 da noz.
Elektronek bepred e vez an eurieroù niverel, evel-just.

Notennoù kemmañ

  1. E Geriadur Hemon-Huon. Gregor a Rostren a rae gant « horolaj-dorn » evit an eurier-godell, hervez Geriadur Favereau, s.v. horolaj.

 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Sellit ouzh ar ger eurier er
wikeriadur, ar geriadur frank.


Sellit ouzh ar ger montr er
wikeriadur, ar geriadur frank.