Eva Sybille Haule-Frimpong (16 a viz Gouere 1954 e Tübingen) a zo un alamanez a gemeras perzh e trede rummad Rote Armee Fraktion. Tapout a reas kaout hec'h abitur (bachelouriezh en Alamagn) e Stuttgart a-raok kas ur vuhez kuzh azalek 1984[1].

Oberiant e RAF kemmañ

Harzet ha bac'het kemmañ

D'an 2 a viz Eost 1986 e voe harzet e Rüsselsheim. D'an 28 a viz Even 1988 e voe kondaonet da 15 vloaz toull-bac'h.

E 2001 e oa da vezañ dieubet, met kavet e voe prouennoù nevez a-zivout ar pezh he doa graet gant RAF hag astennet e voe he frantad en toull-bac'h. Kaset e voe d'un toull-bac'h evit ar maouezed e Neukölln.

D'ar 17 a viz Eost 2007 e voe dieubet[3],[4]. N'he deus diskouezet tamm keuz ebet evit a sell ouzh ar pezh a reas pa oa ezel eus RAF[5].

Luc'hskeudennerez kemmañ

Pa oa bac'het e heulias Eva Haule kentelioù luc'hskeudenniñ. Hiziv an deiz e tap luc'hskeudennoù eus maouezed toullbac'het. He dastumad titlet "Poltredoù maouezed bac'het" a zo bet graet diskouezadegoù gantañ[6].

Notennoù kemmañ