Eva Joly, bet ganet Gro Eva Farseth d'ar 5 a viz Du 1943 en Oslo, Norvegia, a zo ur reizhaouerez gall ha norvegian, deuet da vezañ politikourez e Bro-C'hall.

Eva Joly e 2012.

Anavezet eo peogwir he deus renet imbourc'hadur un nebeud aferioù evel an afer Tapie hag an Afer Elf.

Abaoe m'eo aet war he leve eo aet da gannadez e Parlamant Europa en anv Europe Écologie evit Enez Frañs e 2009. Dibabet eo bet evel plac'h war ar renk evit Europa Ekologiezh-Ar Re C'hlas (Europe Écologie-Les Verts) evit dilennadeg Prezidant ar Republik e 2012. Tapet he deus 2,31% eus ar mouezhioù en dro gentañ.