Félix Lope de Vega

Félix Lope de Vega Carpio[1] (Madrid, 25 a viz Du 1562 – Madrid, 27 a viz Eost 1635) a oa ur barzh hag un dramaour spagnol, unan eus ar re veurañ e Kantved Aour Spagn, hag unan eus ar skrivagnerien er bed o deus lezet un oberenn builh : ur 1 500 pezh-c'hoari bennak (1 800 hervez Juan Pérez de Montalbán, e embanner), met n'anavezer nemet 425 anezho ; 3 000 sonedenn, 3 romant, 4 romantig, 9 meurgan, etc.). Koulskoude e teu da eil e renk el lennegezh spagnolek, war-lerc'h Miguel de Cervantes ha n'eo ket ken fetis e oberenn, hag a reas anezhañ Fénix de los ingenios ha Monstruo de la Naturaleza. Nevesaat a reas ar c'hoariva spagnolek en ur mare ma terede an engroezioù da welout an abadennoù. Evel re Tirso de Molina ha Calderón de la Barca e talc'h e oberennoù da vout c'hoariet.

Félix Lope de Vega
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezhSpagn Kemmañ
Anv e yezh-vamm an denLope de Vega Kemmañ
Anv ganedigezhFélix Lope de Vega Carpio Kemmañ
Anv-bihanLope Kemmañ
Anv-familhde Vega Kemmañ
Eil anv tiegezh en anvioù spagnolekCarpio Kemmañ
MoranvMonstruo de la Naturaleza, Fénix de los ingenios Kemmañ
Deiziad ganedigezh25 Du 1562 Kemmañ
Lec'h ganedigezhMadrid Kemmañ
Date of baptism6 Kzu 1562 Kemmañ
Deiziad ar marv27 Eos 1635 Kemmañ
Lec'h ar marvMadrid Kemmañ
Doare mervelabeg naturel Kemmañ
Abeg ar marvTerzhienn-ruz Kemmañ
PriedJuana de Guardo, Isabel de Alderete y Urbina Kemmañ
BugelMarcela de San Félix Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetspagnoleg Kemmañ
Yezh implijet dre skridspagnoleg Kemmañ
Micherdramaour, barzh, skrivagner, troer, beleg katolik Kemmañ
Bet war ar studi eComplutense University Kemmañ
Deroù ar prantad labour1572 Kemmañ
RelijionIliz katolik roman Kemmañ
Oberenn heverkFuenteovejuna Kemmañ
LuskadSiglo de Oro Kemmañ
Ezel eusCongregation of Secular Priests of Saint Peter the Apostle Kemmañ
Tachennbarzhoniezh, c'hoariva Kemmañ
Prizioù resevetKnight of the Sovereign Military Order of Malta Kemmañ
Statud e wirioù aozerAr gwirioù aozer ne dalvezont ket ken Kemmañ
Documentation files atSAPA Foundation, Swiss Archive of the Performing Arts Kemmañ

Mignon e oa da Quevedo ha da Juan Ruiz de Alarcón, enebour da Góngora, tra ma vage Miguel de Cervantes gwarizi outañ. Ken souezhus ha ken souezhus e voe e oberenn hag e vuhez.

Buhez kemmañ

Yaouankiz kemmañ

E Madrid e voe ganet Lope de Vega, en un tiegezh tudjentil deuet eus Valle de Carriedo e Cantabria (e kumun Villafufre hiziv), ha mestr broder e oa e dad Félix de Vega Carpio ; ne ouzer netra diwar-benn e vamm, Francisca Fernández Flórez. Gouzout a reer avat e oa bet e dad o chom e Valladolid ur pennadig a-raok dont da Vadrid e 1561, sachet ma oa bet gant al Lez roueel nevez-staliet eno. Lope de Vega a lavaras diwezhatoc'h e oa deuet e dad da Vadrid dre garantez ouzh ur vaouez hag e oa bet tennet he skilfoù gant an hini a oa deuet da vezañ e vamm. Engehentet e vije bet Lope evel frouezhenn an emgav-se, ha ganet e vije diwar ar warizi a zo kaoz anezhi kement en e c'hoariva.

Deskiñ buan a rae ez vihan, lenn a rae latin koulz ha kastilhaneg pa ne oa nemet pemp bloaz, ha krog e oa dija da sevel gwerzennoù. D'e zaouzek vloaz, emezañ, e skrive komediennoù : Yo las componía de once y doce años, de a cuatro actos y de a cuatro pliegos porque cada acto un pliego contenía ("O savet em eus pa oan unnek pe zaouzek vloaz, e pevar arvest ha peder follenn, rak un arvest a oa war bep follenn"). E gomedienn gentañ, a zo bet kollet, a vije bet anvet El verdadero amante "Ar c'harantez gwirion"[2].

Daremprediñ a rae skol ar barzh ha soner Vicente Espinel (1550-1624) e Madrid, hag anaoudegezh en devoe outañ a-hed e vuhez, evel m'en diskouez er sonedenn Al maestro Vincenter Espinel [3].

Kenderc'hel a reas gant ar studi gant ar Jezuisted, en ur skol a zeuas da vout ar Reales Estudios a la Universidad Literaria de Madrid e 1815.

Adalek 1577 betek 1581 e voe skoliet e Skol-veur Alcalá de Henares e Madrid, met ne voe ket loreet. Abalamour d'e vuhez diroll ha d'e emzalc'h merc'hetaer ne oa ket graet evit ar velegiezh ; neuze e paouezas e vadoberourien da arc'hantañ e studioù. Peogwir ne dapas ket e vachelouriezh e rankas gounit e vara ha labourat evel sekretour gant noblañsed pe skrivañ pezhioù-c'hoari diouzh an degouezh. E 1583 ez eas da vartolod er morlu ha stourm a reas en Emgann Enez Terceira (26 a viz Gouere 1582) dindan urzhioù un den hag a droas da vignon bras dezhañ, Álvaro de Bazán, markiz Santa Cruz de Mudela e proviñs Ciudad Real. Ur pennad goude e voe dediet ur pezh-c'hoari gantañ da vab ar markiz.

Harlu kemmañ

Yezhadur ha jedoniezh a studias en Academia Real ("Akademiezh Roueel") ha sekretour markiz an Navas e voe, met netra ne oa an holl drevelloù-se e-skoaz e zarempredoù gant ar merc'hed. Elena Osorio e oa e garantez vras kentañ, ar Filis a gaver en e werzennoù, dispartiet ma oa diouzh he fried, an aktour Cristóbal Calderón ; Lope de Vega he faee gant pezhioù-c'hoari evit kompagnunezh he zad, an deamaour Jerónimo Velázquez.

E 1587 ec'h asantas Elena dimeziñ gant un den a renk uhel, Francisco Perrenot Granvela, a oa niz d'ar c'hardinal galloudus Antonio Perrenot de Granvela. Ha Lope de Vega dipitet ha lakaat skignañ un toullad flemmskridoù enep dezhi ha d'he ziegezh.

Una dama se vende a quien la quiera.
En almoneda está. ¿Quieren compralla?
Su padre es quien la vende, que, aunque calla
su madre la sirvió de pregonera.

Un itron en em werzh da neb a venn he c'haout.
E gwerzh diouzh ar c'hresk emañ. Hag he frenañ a garfec'h ?
He zad an hini he gwerzh, ha hi digomz
He mamm a servijas da vannourez dezhi.

La Dorotea (1632)[4]

Kement-se zo dispaket gantañ en e bezh-c'hoari Belardo, el furioso (1586-1595) hag en un toullad sonedennoù ha barzhonegoù a voe kaoz dezhañ da vezañ kaset d'ar vac'h. Peogwir e adc'hreas kemend-all e voe ur prosez all hag e voe harluet eus al Lez e-pad eizh bloavezh, ha daou eus Rouantelezh Kastilha, gant gourdrouz da vezañ lakaet d'ar marv ma ne sente ket ouzh urzh-harlu ar varnerien.

Bloavezhioù diwezhatoc'h e kounaas e garantezioù gant Elena Osorio en e romant en emzivizoù (acción en prosa, emezañ) La Dorotea. A-benn neuze e kare Isabel de Alderete y Urbina, ha dimeziñ ganti a reas d'an 10 a viz Mae 1588 goude he skrapañ gant hec'h asant. En e werzennoù e ra Belisa anezhi, hervez an tregejad IsabelBelisa.

D'an 29 a viz Mae e 1588 end-eeun e klaskas adskoulmañ gant ar vicher soudard, ha mont a reas da vartolod war ur galion anvet San-Juan er Grande y Felicísima Armada. Da-geñver an distro-se d'e vicher gozh e skrivas ur meurgan e doare ar barzh italian Ludovico Ariosto, La hermosura de Angélica (1602), chomet divrud[5].

E miz Kerzu 1588 e tistroas goude faezhidigezh an Armada, ha mont a eure da València en ur dremen dre Doledo daoust d'ar gondaonidigezh. Gant Isabel e vevas e València hag e labouras war arz ar c'hoariva, ec'h arvestas ouzh abadennoù gant tud evel ar chaloni Francisco Agustín Tárrega, Gaspar de Aguilar, a oa sekretour Dug Gandía, Guillén de Castro, Carlos Boil ha Ricardo de Turia. Deskiñ a reas tremen hep reolenn an unander a zarvoud o kontañ daou istor war un dro er memes oberenn e-lec'h unan hepken hervez ar reolenn, pezh a anver an imbroglio pe al "luziadenn italian".

Echu gantañ e zaou vloaz harlu e-maez ar rouantelezh e 1590 ec'h eas Lope de Vega da Doledo hag eno e labouras evit Don Francisco de Ribera Barroso, a voe eil markiz Malpica, hag ur pennad goude gant pempet dug Alba, Don Antonio de Toledo y Beamonte. Evit se e oa denjentil a gambr e lez an dug en Alba de Tormes, ma vevas etre 1592 ha 1595. Eno e lennas c'hoariva Juan del Encina. En diskaramzer 1594 e varvas Isabel de Urbina diwar-lerc'h genel. Da heul an darvoud-se e skrivas Lope de Vega ur romant bugulek, La Arcadia (1598), ma lakaas un toullad mat a varzhonegoù.

Distro da Gastilha kemmañ

 
An ti e Madrid m'edo Lope o chom adalek 1610 betek e dremenvan

Echu gantañ e eizh bloavezh harlu e miz Kerzu 1595 e tistroas da Vadrid. Bloaz goude e voe graet prosez dezhañ abalamour ma veve gant Antonia Trillo, un aktourez intañvez. E 1598 e timezas da Juana de Guardo, merc'h d'ur c'higer pinvidik a bourchase kig d'al Lez, peadra da vagañ ivez ar flemmadennoù taolet gant Luis de Góngora da skouer. Diouzh gwelout e oa Juana de Guardo ur vaouez gros hag an holl a soñje e oa dimezet Lope evit an arc'hant, rak n'eo ket karantez a vanke dezhañ. Ur mab en doe ganti koulskoude, Carlos Félix, ha teir merc'h.

Distreiñ a reas da labourat evel sekretour personel Pedro Fernández de Castro y Andrade, a oa markiz Sarria d'an ampoent, hag a voe kont Lemos diwezhatoc'h, ha skrivañ a reas dezhañ en ul lizher : Yo, que tantas veces a sus pies, cual perro fiel, he dormido ("Me, am eus kousket ken alies ouzh ho treid evel ur c'hi feal"), ha gantañ e chomas betek 1603, p'en em gavas e Sevilla.

Orgediñ a reas neuze ouzh Micaela de Luján, an hini a zo "Celia" pe "Camila Lucinda" en e werzennoù, koant evel an deiz, dizesk avat, ha dimezet ouzhpenn. Na 'vit se ! He daremprediñ a reas betek 1608 ha pemp bugel o doe, en o zouez daou a gare dreist ar re all : Marcela (1606) ha Lope Félix (1607).

Adalek 1608 avat e koller roud eus Micaela de Luján, hag eus o disparti n'eus meneg ebet en oberenn ar skrivagner.

E-pad meur a vloaz e vevas Lope etre an div oaled hag un toullad mat a serc'hed, aktourezed peurvuiañ, evel ma tiskouez splann ar prosez a voe graet dezhañ e 1596 gant Antonia Trillo ; anaout a reer ivez anv ur serc'h all dezhañ, Marina de Aragón. Evit bevañ madik ha magañ kemend-all a vugale, bastarded pe nann, e rankas poaniañ ha labourat evel ur c'hi o skrivañ dizehan barzhoniezh ha komediennoù, a veze embannet alies hep e aotre ha hep bezañ reizhet.

Pa voe en e 38 vloaz avat e c'hallas reizhañ hag embann un darn eus e oberennoù hep fazioù ar re all. Evel kentañ skrivagner spagnolek a vicher el lennegezh e prosezas evit e wirioù oberour ouzh ar re a voulle e gomediennoù hep kaout e aotre. Da vihanañ e teuas a-benn da gaout gwir da reizhañ e oberennoù e-unan.

E 1605 ec'h eas da servij Luis Fernández de Córdoba y de Aragón, dug Sessa. Bec'h en doe bloavezhioù diwezhatoc'h abalamour d'an darempred-se pan eas da veleg, rak an dug a zalc'he da implij anezhañ evel sekretour, ha betek e gofesour a nac'has reiñ an absolvenn dezhañ.

E 1609 ec'h embannas an Arte nuevo de hacer comedias, un oberenn a bouez bras diwar-benn ar c'hoariva, enebet ouzh ar reolennoù [[Aristoteles|nevezaristotelek], hag ezelañ a reas e Cofradía de Esclavos del Santísimo Sacramento en Oratorio Caballero de Gracia, un iliz e Madrid ma kaved hogos an holl skrivagnerien a vrud e kêr ; en o zouez e oa Francisco de Quevedo, ur mignon personel da Lope de Vega, ha Miguel de Cervantes.

Bloavezhioù diwezhañ kemmañ

 
Monumant da Lope, e soutanenn, e Madrid (José López Salaberry ha Mateo Inurria, 1902)

En e vloavezhioù diwezhañ ec'h orgedas Lope de Vega ouzh Marta de Nevares, un disakridigezh dre ma oa bet beleget ; ur gaer a vaouez e oa, glas-gwer he lagad evel a lavar Lope de Vega er barzhonegoù a savas dezhi ha ma reas "Amarilis" anezhi en e varzhonegoù ha "Marcia Leonarda" en e romantoù. En amzerioù-se eus e vuhez e skrivas barzhoniezh fentus ha flemmus dreist-holl, liv ar brederouriezh warni.

Gwalleürus e voe bloavezhioù diwezhañ Lope de Vega war-bouez an enorioù roet dezhañ gant ar roue Felipe IV hag ar pab Urban VIII. Glac'har en doe pa welas Marta o vont da zallez e 1626, hag o vervel follez e 1628. Lope Félix, ar mab en doa bet digant Micaela de Luján hag a oa debron-barzhonegañ gantañ, a voe beuzet o perlesa e 1634 en Enez Margarita (Venezuela). E verc'h vuiañ-karet Antonia Clara a voe skrapet gant un hidalgo, he danvez-pried, un denjentil anvet Tenorio. Feliciana, e verc'h nemeti hervez lezenn diouzh a ouzer, he devoa bet daou vugel : ur verc'h hag ac'h eas da leanez, hag ur mab hag a oa ar c'habiten Luis Antonio de Usategui y Vega, a varvas e Milano o servij ar roue. N'eus nemet ur verc'h vastardez, al leanez Marcela, a chome bev pa varvas Lopede Vega d'ar 27 a viz Eost 1635 e Madrid.

Keuz bras a voe dezhañ gant an holl Spagnoliz, a lavarer. Daou c'hant skrivagner a skrivas da ganañ meuleudi dezhañ, hag ar skridoù-se a voe embannet e Madrid hag e Venezia.

Arroudoù kemmañ

  • « No quiso la lengua castellana que de casado a cansado hubiese más de una letra de diferencia. »
« Ne felle ket d'ar spagnoleg ma vefe muioc'h eget ul lizherenn da ziforc'hañ etre "dimezet" ha "skuizh". »
  • «El amor tiene fácil la entrada y difícil la salida.»
« Aes eo enkerzh ar garantez ha dieaes eo hec'h ezkerzh. »
  • « Pero con una cosa me contento; que aunque pueda quitarme la esperanza, no me puede quitar el pensamiento'.' »
« Un dra avat am gwalc'h ; petra bennak ma c'hall ar goanag ma c'huitaat, ar soñjal ne c'hall ket. »
  • «Lo que cuenta no es mañana, sino hoy. Hoy estamos aquí, mañana tal vez nos hayamos marchado.»
«Hiziv eo a gont, warc'hazh n'eo ket. Hiziv emaomp amañ, aet kuit e vimp warc'hoazh marteze.»
  • «Ni el rey comería... si el labrador no labrase.»
  • «Ar roue e-unan ne zebrfe ket mar ne labourfe ket ar c'houer.»

Oberennoù kemmañ

(N'hall ket ar roll bout klok, kement a zo bet skrivet gant ar skrivagner).

  • Las ferias de Madrid (komedienn, 1587)
  • El remedio en la desdicha (komedienn, 1596)
  • La Dragontea (meurgan, 1598)
  • La Arcadia (romant bugulek, 1598)
  • La quinta de Florencia (komedienn, 1598-1603)
  • El Isidro (meurgan, 1599)
  • Fiestas de Denia (meurgan, 1599)
  • El vaquero de Moraña (komedienn, 1599/1603)
  • Romancero general (barzhoniezh, 1600)
  • La hermosura de Angélica, con otras diversas rimas (barzhoniezh, 1602)
  • La prueba de los amigos (komedienn, 1604)
  • La discreta enamorada (komedienn, 1604-08)
  • Rimas (barzhoniezh, 1604)
  • El peregrino en su patria (romant, 1604/18)
  • Los melindres de Belisa (komedienn, 1606/08)
  • La niña de plata (komedienn, 1607/12)
  • Lo fingido verdadero (komedienn, h. 1608)
  • Rimas (barzhoniezh, 1609)
  • Arte nuevo de hacer comedias en este tiempo (arnodskrid, 1609)
  • La Jerusalén conquistada (meurgan, 1609)
  • Peribañez y el comendador de Ocaña (komedienn, 1609-12)
  • Los ponces de Barcelona (komedienn, 1610/15)
  • El villano en su rincón (komedienn, 1611)
  • La discordia en los casados (komedienn, 1611)
  • Los pastores de Belén (romant, 1612)
  • Cuatro soliloquios (barzhoniezh, 1612)
  • Fuente Ovejuna (komedienn, 1611-18)
  • La dama boba (komedienn, 1613)
  • El perro de hortelano (komedienn, 1613-15)
  • El valor de las mujeres (komedienn, 1613/18)
  • Rimas sacras (barzhoniezh, 1614)
  • La discreta venganza (komedienn, 1615/21)
  • El caballero de Olmedo (komedienn, 1615-26)
  • Romancero espiritual (barzhoniezh, 1619)
  • Justa poética en honor de san Isidro (komz-plaen ha gwerzennoù, 1620)
  • Los Tellos de Meneses (komedienn 1620-28)
  • La Filomena, prosas y versos, (komz-plaen ha gwerzennoù, 1621)
  • Amor, pleito y desafío (komedienn, 1621)
  • Fiestas en la canonización de san Isidro (komz-plaen ha gwerzennoù, 1622)
  • Amar sin saber a quien (komedienn, 1620-1622)
  • La Circe con otras rimas y prosas (barzhoniezh, 1624)
  • Triunfos divinos, con otras rimas (barzhoniezh, 1625)
  • ¡Ay, verdades que en amor! (komedienn, 1625)
  • Corona trágica (barzhoniezh, 1627)
  • La moza de cántaro (komedienn, h. 1627)
  • Soliloquios amorosos (komz-plaen ha gwerzennoù, 1629)
  • Laurel de Apolo (barzhoniezh, 1630)
  • El castigo sin venganza (komedienn, 1631)
  • La noche de San Juan (komedienn, 1631)
  • La Dorotea (romant en emzivizoù, 1632)
  • Amarilis (mêsaergan, 1633)
  • Rimas humanas y divinas del licenciado Tomé de Burguillos (barzhoniezh, 1634)
  • Filis (mêsaergan, 1635)
  • La gatomaquia (gwerz-veur chin, 1634)
  • Las bizarrías de Belisa (komedienn, 1634)
  • La Vega del Parnaso (oberennoù dalif, 1635)

Levrlennadur kemmañ

Diwar-benn Lope de Vega
  • Castro, Américo & Rennert, Hugo A.. Vida de Lope de Vega: (1562-1635). Salamanca : Fernando Lázaro Carreter Editorial, 1967.
  • Montesinos, José Fernández. Estudios sobre Lope de Vega. Salamanca : Anaya, 1967.
  • Huerta Calvo, Javier. Historia del Teatro Español. Madrid : Iberoamericana Editorial Vervuert, 2008 (ISBN 978-84-8489-374-5)
  • Pedraza Jiménez, Felipe Blas. Cervantes y Lope de Vega: historia de una enemistad y otros estudios cervantinos. Barcelona : Editorial Octaedro, 2006 (ISBN 978-84-8063-811-1)
  • Pedraza Jiménez, Felipe Blas. Lope de Vega: vida y literatura". Valladoid : Ediciones Universidad de Valladolid, 2008 (ISBN 978-84-8448-479-0)
  • Pedraza Jiménez, Felipe Blas. Lope de Vega: pasiones, obra y fortuna del "monstruo de naturaleza". Madrid : Editorial Edaf, 2011 (ISBN 978-84-414-2142-4)
  • Pedraza Jiménez, Felipe Blas. El universo poético de Lope de Vega. Madrid : Ediciones del Laberinto, 2011 (ISBN 978-84-8483-065-8)
  • Rozas, Juan Manuel. Estudios sobre Lope de Vega. Madrid: Cátedra, 1990 (ISBN 978-84-376-0957-7)
Oberennoù Lope de Vega

Liammoù diavaez kemmañ


 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

(es) Bibliotheca virtual Miguel de Cervantes. Kavet : 30 Even 23.

Notennoù kemmañ

  1. Hervez an akta badeziant, meneget e : (es) Joaquín de Entrambasaguas, Vida de Lope de Vega, Ediciones Labor, 1936, p. 20 ; Lope Félix de Vega Carpio e voe e sinadur adalek 1625, ha Frey Lope Félix de Vega Carpio adalek 1631 : (es) Manuel Sánchez Mariana : Los autógrafos de Lope de Vega
  2. (es) El verdadero amante. Kavet : 30 Even 23.
  3. (es) Otros sonetos, 38. Kavet : 30 Even 23.
  4. (es) La Dorotea. Kavet : 30 Even 23.
  5. (ISBN 978-3-86527-175-4)