Föhr (Feer e frizeg, Før e daneg) zo unan eus Inizi Friz an Hanternoz en Alamagn.

Emañ e Mor an Hanternoz, war aod stad Schleswig-Holstein. War-dro 82 km² eo he gorread, gant 12 km hed ha 6,8 km led, ar pezh a ra anezhi an eil enezenn vrasañ e Friz an Hanternoz. Tremen 8500 annezad zo o chom e Föhr (2011). Wyk eo ar gêr vrasañ enni, gant an hanter eus poblañs an enezenn.

Ul lodenn eus an enezidi a gomz ur rannyezh frizek, anvet Fering, diwar anv an enezenn. Gant an dud all e vez komzet alamaneg-izel pe alamaneg unvan.

Liammoù diavaez kemmañ


 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.