Fañch al Lae

skrivagner brezhonek

Fañch-Mari al Lae (anv gallek ofisiel: François-Marie Le Lay), ganet e Lokireg d'ar 24 a viz Eost 1859 e Lokireg, ha marvet e Lokireg ivez d'ar 25 a viz Mae 1937, a oa ur romantour brezhonek, brudet abalamour d'e levr Bilzig.

E vuhez kemmañ

Mab e oa da Vari Janed Kokin, hag e dad, Yann-Vari al Lae, a oa martolod. Fañch-Mari al Lae a oa kroget ivez gant ar vicher a vartolod da 12 vloaz. Dont a reas da vezañ evezhier skolaj a-raok mont da gelenner war an istor e lise Château-Gontier. E 1884 ez eas da gelenner da lise Pondivi.

E 1912 e voe doktorelaet war al lizhiri e Roazhon gant div dezenn e galleg: « Histoire de la ville et communauté de Pontivy au XVIIIe siècle » ha « le paysan et la terre sous la seigneurie de Coatanfao, paroisse de Séglien au XVIIIe siècle ». Met, bez' en devo ur gwall gleñved ha ne gendalc'ho ket gant e studioù skol-veur.

Neuze e krogas da skrivañ. Barzhonegoù a skrivas e galleg hag e brezhoneg (L'Hermine) eus 1895 da 1904. Kemer a reas e leve e 1924. Distreiñ a reas da vevañ war e leve d'e barrez c'henidik gant Lokiregiz, eus 1928 da 1936. Neuze e skrivas kalzik e galleg hag e brezhoneg, ha sevel a reas Bilzig a zo marteze ar romant gwellañ bet embannet e brezhoneg d'ar c'houlz-se ha sur unan eus ar re goantañ.

Barner a voe evit kenstrivadeg-skol ar brezhoneg prientet gant ar C'hoursez.

Mervel a reas e 1937 en ti e-lec'h ma voe ganet e Lokireg.

E romant Bilzig kemmañ

 Pennad pennañ: Bilzig

Mennozhioù kemmañ

Gallout a reomp lavarout, diouzh lenn Bilzig, e plije dezhañ an dialogoù. Bez' ez eus kalz a eskemmoù, marteze zoken ez eus un eskemm e pep pajenn. Ne zeskriv ket kalz a lec'hioù. Lakaat a ra un toullad barzhonegoù e-kreiz an istor. E istorioù a dremen alies etre Lokireg ha Perroz-Gireg.

Oberennoù kemmañ

Romantoù kemmañ

  • Bilzig, embannadurioù Buhez Breiz- Moulerezh ar Gwazhioù, Kemper, miz Mezheven 1925, 183 fajennad.
  • Bilzig, eil emb. Emgleo Breiz, Brest, 1963 (hiroc'h)
  • Bilzig, trede embannadur prientet gant Bernez Kabon asambles gant un droidigezh e galleg, Skol Vreizh, 2003

Barzhonegoù kemmañ

  • Gwerc'hes Arvor, L'Hermine, 1895, pajenn 117
  • Va Rozenn, Buhez Breiz,
  • Ar Morvran, Mouez ar Vro 69, 1920
  • Du eo an de ha du eo an noz, L'hermine, Ebrel 1904/11

Kanaouennoù kemmañ

  • Kanaouenn Mari Morgan
  • Bleuennik ar garante
  • Va bleuennik a zo maro
  • Melkoni
  • Diou Sonig: An diou c'hoar- Al lilienn
  • An alc'houeder
  • Ginaouek

...ha meur a hini all