Fallout 76

C'hoari video liesc'hoarier embannet e 2018 gant Bethesda Game Studios

Fallout 76 zo ur c'hoari video doare role-playing game sevenet gant Bethesda Game Studios hag embannet gant Bethesda Softworks. Embannet war ar savennoù Microsoft Windows, PlayStation 4, hag Xbox One d'ar 14 a viz Du 2018, ul lodenn eo d'an heuliad c'hoarioù video Fallout hag ur c'hoari en a-raok e-keñver ar re all. Fallout 76 eo ar c'hentañ video gant Bethesda Game Studios o vezañ liesc'hoarier. Ar c'hoarierien a ergerzh ur bed digor, unan peurzistrujet gant ur brezel nukleel. Bethesda en deus sevenet ar c'hoari o adimplij al lusker video Creation Engine, gant kemmoù bihan, evit reiñ an tu da c'hoari enlinenn gant ur bed spisoc'h evit re ar c'hoarioù all en heuliad.

Fallout 76
c'hoari video
Rann eusQuakecon 2020 Bundle Kemmañ
TitlFallout 76 Kemmañ
HeuliadFallout Kemmañ
Tachennaction-RPG Kemmañ
Ti-embannBethesda Softworks Kemmañ
Bro orinStadoù-Unanet Kemmañ
Deiziad embann14 Du 2018 Kemmañ
SevenerJeff Gardiner Kemmañ
SenarioourEmil Pagliarulo Kemmañ
SonaozerInon Zur Kemmañ
AmlederBethesda Softworks, Steam, PlayStation Store, Microsoft Store, Humble Store Kemmañ
Lec'h an istorVirginia ar C'hornaoueg Kemmañ
Hollved faltaziekFallout universe Kemmañ
DiorroerBethesda Game Studios Kemmañ
Treset gantEmil Pagliarulo Kemmañ
SavennPlayStation 4, Microsoft Windows, Xbox One Kemmañ
Software engineCreation Engine Kemmañ
C'hoariustedc'hoari video liesc'hoarier, co-op mode Kemmañ
Input devicegamepad, touchennaoueg, logodenn Kemmañ
Diaz embannBlu-ray Disc, embannadur niverel, DVD Kemmañ
Software version identifier1.7.10.12, 1.7.10.12, 1.7.10.12 Kemmañ
Australian ClassificationMA 15+ Kemmañ
CERO ratingZ (Ages 18 and up only) Kemmañ
Renkadur ESRBMature 17+ Kemmañ
PEGI ratingPEGI 18 Kemmañ
Renkadur USKUSK 18 Kemmañ
Lec'hienn ofisielhttps://fallout.bethesda.net/games/fallout-76 Kemmañ
Announcement date30 Mae 2018 Kemmañ


Fallout 76
Diorroer Bethesda Game Studios
Endro Lies-savenn

Windows
PlayStation 4
Xbox One

Yezhoù Lies-yezh
Doare C'hoario roll, c'hoari gwezh-avantur
Lec'hienn web https://fallout.bethesda.net/

Fallout 76 pa z'eo bet embannet a zo bet degemeret fall pe etre. Kalz kudennoù a oa gant ar c'hoari, an tresoù ne oant ket bet degemeret mat-tre, ne oa ket palioù a-walc'h da seveniñ hag ouzhpenn-se ne oa ket c'hoarier denel ebet nemet ar c'hoarierien gwirion.

Tabutoù lies a zo bet tro-dro d'ar c'hoari ur wech embannet. Ar stumm boest eus ar c'hoari, keroc'h, ha sañset bezañ labouret mat a oa en gwirionez unan marc'had-mat. Ouzhpenn-se respontoù Bethesda hag ar c'hlaskadennoù evit adtapout ar fazioù a zo degemeret fall. Gwerzhet eo bet memestra 1,4 milion kopienn eus ar c'hoari betek fin ar bloavezh 2018. Wastelanders, un ouzhpennadur, n'eus degaset tudennoù ouzhpenn er bed, lañset eo bet e miz Ebrel 2020.

Doare c'hoari kemmañ

Fallout 76 eo ar c'hentañ video gant Bethesda Game Studios o vezañ liesc'hoarier. Ar c'hoarierien a c'hell c'hoari o-unan penn pe mont gant ur skipailh foran a c'hoarierien all. Ar servijourien evit pep c'hoariadenn a zo reoù foran, ar c'hoarierien a zo lakaet en unan anezho dre zegouezh. Ar c'hoari a zo bet embannet gant servijourien foran nemetken met buan a-walc'h eo bet embannet gant Todd Howard penn-rener sevel ar c'hoari, e vefe ouzhpennet servijourien prevez. Ar servijourien prevez a ro an tu d'ar c'hoarierin da c'hoari en ur bed o-unan, da bediñ c'hoarierien all. Ar pal a zo reiñ an tu d'ar c'hoarierien da c'hoari en ur bed hep c'hoarier o klask lazhañ anezho, pe o vezañ drouk gante. Howard en doa displeget e oa bet dale gant ar servijourien-se rak ezhomm e oa bet amzer gant Bethesda evit ma vefe stabil ar servijourien foran.

 
Bruderezh e-kerzh ar Gamescom 2018 evit ar c'hoari video Fallout 76

Liammoù diavaez kemmañ