Fanaloka

F. fossana


Tost en arvar (NT)

Rummatadur filogenetek
Riezad : Animalia
Skourrad : Chordata
Kevrennad : Mammalia
Urzhad : Carnivora
Kerentiad : Eupleridae
Iskerentiad : Euplerinae
Genad : Fossa
Anv skiantel
Fossa fossana
(Müller, 1776)
D'ar vevoniezh

e tenn ar pennad-mañ.

Ar fanaloka (Fossa fossana) a zo ur c'higdebrer eus kerentiad an Eupleridae hag a vev e Madagaskar.

N'ouzer ket hag-eñ emañ ar fanaloka en arvar da vont da get. Ral eo avat ha war listenn ruz an IUCN emañ.

Doareoù pennañ kemmañ

Ur bronneg bihan eo, 47 cm hirder e gorf astennet gant ul lost 20 cm ; war-dro 2,5 kg a pouez a vez ennañ.
Tennañ a ra aloen d'ul louarn bihan. Gell-gris eo e vlev, gant roudennoù du a ya eus e lost betek e benn. Gwalennoù du zo tro-dro d'e lost. Berr ha moan-tre eo e bavioù met n'ouzer ket hag en deus skilfoù kuzh pe get.
Gouennañ a ra etre miz Eost ha miz Gwengolo, ha genel a ra ar parezed ur c'holen goude un dougen tri miz.

Annez kemmañ

 
Annez

Kavout a reer ar fanaloka e koadegoù klouar Madagaskar. Un aneval-noz eo met n'ouzer ket hag-eñ e vev en -unan pe a-goubladoù.

Boued kemmañ

Debriñ a ra bronneged bihan, amprevaned ha vioù.

Liammoù diavaez kemmañ