Faustino Giovita Mariano Malaguti, ganet e Pragatto, er c'hornôg da gêr Bologna, e 1802 ha marvet e Roazhon e 1878, a oa ur c'himiour gall deuet eus Italia (goulenn a reas dont da vezañ gall e 1840).

Poltred Faustino Malaguti, e Palez Sant-Melan, e Roazhon

Brogarour e oa en e yaouankiz ha rankout a reas mont d'an harlu da Vro-C'hall goude emsavadegoù 1831. Studier e voe e Pariz gant Louis Joseph Gay-Lussac. Ur gador a dapas e Skol-Veur Roazhon e 1840 evel kelenner kimiezh e kevrenn ar skiantoù. Dont a reas da vezañ dean etre 1855 ha 1866. Goude-se e voe rektor Akademiezh Roazhon, eus 1866 da 1873.