Feilhañs Kemper zo brudet evit e gened, a zo un hengoun a dremen 300 vloaz e kêr-benn Kernev ma'z eo bet birvidik ha darvoudaouek buhez ar feilhañserezh[1].
Hiziv evel gwechall e vez fardet ha livet pep pezh feilhañs gant an dorn, a-drugarez da daolioù-micher a zo bet krouet ha gwellaet a-hed ar c'hantvedoù, da arzourien o deus roet eus o ene d'an arz diaes-se, da benturezed donezonet ha da vicherourien aketus.

Feilhañserezhioù e Kemper, deroù an XXvet kantved

Ur skouer eo feilhañserezh Kemper eus un arz hag ur greanterezh hengounel a zo chomet bev dre emazasaat ouzh emdroadur an teknikoù fardañ ha gwerzhañ, ouzh luskoù bed an arzourien hag ouzh blizidigezh an dud ; distank eo ar c'hêrioù stag o anv ouzh un arz o deus gouezet kas d'e varr.

An deroù kemmañ

 
Delwenn sant Anton Padova,
sant paeron ar feilhañserien
Iliz Lokmaria, Kemper

Poderien hepken a oa e Kemper pa zeuas ar feilhañser gall Jean-Baptiste Bousquet d'en em staliañ eno e 1690, o tont eus Sant Jacariá (Var) ; ur poder hag ur mestr korner e oa diouzh e vicher.
En e vro edo dija feilhañserezhioù meur Marselha ha Mostiers Santa Maria (Alpoù-Provañs-Uhel) a-douez stalioù all, ha diouer a goad a oa. Puilh edo ar c'hoad e Kernev avat, ha tapout a reas Bousquet an aotre digant melestradurezh ar roue Loeiz XIV da ziskar gwez.
Kemper a voe dibabet neuze, en abeg d'an Oded a c'helle talvezout da zegas pri eus priegoù Toull Gwenn, en ardraoñ, ha da ezporzhiañ kenderc'hadoù ar stal nevez.
Ouzhpenn da gement-se, ec'hon e oa marc'had ar feilhañs e Kernev rak e Naoned pe Roazhon edo ar feilhañserezhioù tostañ : ezhomm a bodoù o deveze ar gouerien, ar besketaerien, ar morlu ; feilhañs arzel a rae diouer d'ar vourc'hizien, pa oa bet teuzet o zraezoù prizius en arc'hant da baeañ evit brezelioù ar roue.

Diouzhtu e voe kroget gant al labour. Pierre Bousquet, mab e dad, a voe kaset da Varselha da zeskiñ ar vicher ; e 1699 e voe mestr-feilhañser hag e 1707 e tistroas da Gemper.
Ken bleunius e voe stal Jean-Baptiste Bousquet dindan an anv Manufacture de pipes et fayences ma c'hallas e vab Pierre prenañ tachennoù ha savadurioù, en o zouez ur mell batis lec'hiet war leur-gêr ar Stivell e porzh Lokmaria ; eno, en "Ti Meur", e chomas ar feilhañserez Bousquet betek ar Brezel-bed kentañ.

E 1708 e voe Pierre Bousquet e penn ar stal war-lerc'h e dad.
E 1731 e roas e verc'h da bried d'ur feilhañser a Nevers, Pierre Belleveaux, a gasas gantañ da Gemper teknikoù ha kinkladurioù hag a oa deuet eus Italia e dibenn ar XVIvet kantved.
Pell e padas levezon an degasadennoù-se war feilhañserezh Kemper : al livioù gwer hag okr melen, ar c'hinklañ a-daolioù barr-livañ, an delwennoù eus ar Werc'hez Vari hag ar piñsinoù.

Ne oant ket 40 vloaz avat pa varvas ar priedoù Belleveaux ; setu neuze Pierre Bousquet, 72 vloaz, en e unan e penn brasañ greanti Breizh. Buan e kavas skoazell gant Pierre-Clément de Caussy, ur feilhañser yaouank – 24 vloaz e oa pa erruas e Kemper e 1744 – eus Rouan. E 1749 e timezas gant Marie-Jeanne, merc'h Pierre Belleveaux, ha hi 15 vloaz hepken. Pa varvas Pierre Bousquet e lezas 200 000 lur d'ar priedoù, da lavarout eo kant gwech pinvidigezh e dad e 1690.
Berzh a reas ar stal c'hoazh dindan ren Pierre-Clément de Caussy, pa implije 80 a dud e 1770 ; pa varvas e 1782 e lezas ar greanti d'e verc'h ha d'he fried, Antoine de la Hubaudière (1744-1794).

Levezon Rouan kemmañ

 
Feilhañs eus Rouan, c. 1730

Dre ma oa mab da rener feilhañserezh roueel Rouan-Saint-Sever ez erruas Pierre-Clément de Caussy e Kemper gant un dornskrid m'en devoa notennet e dad holl sekredoù ar vicher evel ma veze graet en e c'hreanti.
Patromoù Rouan neuze, tremen 300 anezho, hag a oa levezonet-bras gant arz sinaat ar porselen, a voe implijet e Kemper : erevent, pagodennoù, klaouieroù, kerniel, reier, lambrikinoù ha kinkladurioù skinek. Diaes e vez a-wechoù gouzout hag e Rouan pe e Kemper e voe fardet ar pezh-mañ-pezh – nemet pa vez liv melen, a oa dianav er feilhañserezh norman.
Ouzhpenn ar patromoù-se e c'hounezas Kemper al liv ruz, na veze implijet nemet e Rouan betek-henn.

Kevezerezh kemmañ

Ar pezhioù arzel-se avat ne oant nemet un darnig eus kenderc'hañ an Ti Meur, a veve dreist-holl diwar traezoù arverek ar pemdez evit an ospital, ar morlu, ar gouerien : boutailhoù, picherioù, podoù, listri a bep stumm, chipotoù-holen, teol kromm, kornioù-butun hag all. Diwar krag keram[2] e vezent fardet, pe e feilhañs gwenn amailhet dre staen, pe c'hoazh diwar pri gwerniset ha tokennet kent bout kinklet ; par d'ar re a gaved en Europa a-bezh e oa ar patromoù : bleunioù, kalonoù, kastilli, kroazioù, steredennoù...

E 1771 e teuas un Norman anvet Guillaume Dumaine, bet ganet e 1751 eus un hir a lignez poderien, da zigeriñ stal er straed Uhel a hed Menez Fruji[3] ; ar c'hrag hepken a veze labouret gantañ betek ma labouras e ti Vousquet adalek 1775 betek 1780, pa'z eas da Gemperle da zigeriñ e feilhañserezh dezhañ. Eno e timezas gant ur Gemperadez e 1783 hag e reas freuz-stal kent distreiñ da Gemper e 1790. E Kemper neuze e tapas ur yalc'had digant an departamant da fardañ pezhioù krag, ha pezhioù krag hepken hervez ar gevrat, a ezporzhias betek Naoned. E 1843 e varvas Dumaine, ha gant an tiegezh Tinquerey e voe kemeret ar greanti. Dister avat e chomas ar stal betek donedigezh Jules Henriot e 1891.
E 1771 ivez e timezas merc'h Pierre-Clément de Caussy da Antoine de la Hubaudière, un ijinour er Pontoù ha Solioù ; dizale e tilezas e vicher da vont da labourat gant e dad-kaer. Antoine e voe diazezer un diernac'h a badas betek 1917 – roud anezhañ zo er merk HB, « Hubaudière-Bousquet » hiziv c'hoazh.

E 1772, unan eus poderien ar feilhañserezh De Caussy, François Éloury e anv, a zigoras e stal dezhañ er straed Izel[4], ma fardas podoù gwerniset ha pezhioù e krag. E 1787, e vab Guillaume a savas ur forn evit ar feilhañs. Un eil feilhañserezh a voe e Kemper neuze, a chomas dister ivez betek deroù ar bloavezhioù 1870 ha donedigezh Alfred Beau. Meur a wech e prosezas De Caussy outi, en aner avat.
Pa varvas Pierre-Clément de Caussy e 1782 e oa 66 400 lur talvoudegezh e feilhañserezh, pa nElourye oa nemet 356 lur hini François Éloury.

Stil Kemper kemmañ

 

Etre 1785 ha 1800 ez eas an darn vuiañ eus feilhañserezhioù Bro-C'hall d'an traoñ abalamour da gevezerezh ar porselen ha da itik ar vourc'hizien evit ar pezhioù feilhañs fin a Vro-Saoz.
Dre ijinañ doareoù nevez e chomas feilhañserezh Kemper war neuñv avat. Peogwir en em gavas pinvidikoc'h lod tud a-c'houde an Dispac'h gall (1788-1799) hag Impalaeriezh c'hall kentañ (1804-1814 ha 1815) e voe krouet kinkladurioù livek-kenañ diwar patromoù europat klasel ; foñsoù ar pladoù a voe kinklet ouzhpenn an erienoù ; amplaet e voe paneradoùigoù bleunioù Rouan, dasorc'het ar c'hilheien gant livioù flimm-flamm ha lirzhin.

Adalek 1850 e voe lakaet pouez war ar c'hinklañ a-daolioù barr-livañ a oa deuet eus Nevers er c'hantved kent : en un taol barr-livañ e veze degaset liv ha stumm, dre astenn ur berad pentur. En abeg d'an teknik-se e voe stank ar c'hilheien, ar paneradoù bleunioù ha, dreist-holl, petalennoù ar bokedoù Marc'harid.
E kreiz an XIXvet kantved e voe embannet pezhioù kinklet gant ur c'houblad a Vro C'hlazig, bragoù-bras ha koef ganto, hag a ra kement a verzh en hon amzer c'hoazh.

An hollad doareoù-se, a reer "stil Kemper" anezhañ er bed a-bezh, zo chomet diazez kenderc'hañ ar feilhañserezh HB betek hiziv.

Distro stil Rouan kemmañ

A-hed enkadenn eil hanter an XIXvet kantved e voe lezet ar feilhañserezh arzel a-gostez evit kenderc'hañ pezhioù arverek ha poblek. E-kerzh an Eil Impalaeriezh (1852-1870) e tistroas an hendraoù diouzh ar c'hiz a-drugarez da labourioù an tisavour gall Eugène Viollet-le-Duc (1814-1879). Ar C'hallaoued o devoe deur ouzh istor o bro hag ouzh ar Grennamzer, meur a levr diwar-benn feilhañserezhioù Marselha, Mostiers Santa Maria, Nevers ha Rouan a voe embannet.

E Kemper e voe tennet eus solier an Ti Meur patromoù Pierre-Clément de Caussy ha dornskrid e dad, a zedennas rener ar greanti, Félix de la Hubaudière. Hennezh a c'hopras ur sturier arzel, an aotrou Fougeray ; adalek 1872 neuze e voe embannet eilskouerioù eus pezhioù Rouan an XVIIIvet kantved hag a reas berzh bras, kement ha ken kaer ma voe fardet e Kemper muioc'h a bezhioù doare Rouan eget en holl feilhañserezhioù norman er c'hantved kent. Gwelloc'h eget ar pezhioù orin e oant zoken, ha lod a voe gwerzhet evel hendraoù.

Diaesoc'h e voe an traoù er feilhañserezh Éloury. Pa n'edo ket dornskrid De Caussy e kerz an intañvez Porquier hag a oa renerezh ar greanti a-c'houde un eured e 1809, e sellas ouzh dielloù a ziskoueze pizh tresoù doare Rouan, ha berzh a reas he c'henderc'hadoù ivez.
E 1869 e voe krouet ar merk « Adolphe Porquier ».

Alfred Beau kemmañ

 
Ur plad sinet gant Alfred Beau

E 1873, diwar skouer Félix de la Hubaudière, e c'hopras an intañvez Porquier ur sturier arzel anvet Alfred Beau, bet ganet e 1829, ur luc'hskeudenner a vicher staliet e Montroulez. Mab-ker Émile Souvestre e oa, ha mignon da Fañch an Uhel. A-drugarez dezhañ e voe nevesaet ar feilhañserezh e Kemper.

Ouzhpenn e vicher, un dourlivour e oa Alfred Beau, ha dedennet e oa gant al livañ war amailh. Barrek e oa dija pan erruas e Kemper e 1870, hag eñ oadet 31 bloaz.
Da rener labouradeg al livourezed e voe anvet Alfred Beau. Eno e labouras ar "penturezed" diwar skouer e zourlivadurioù diniver, tra ma kroue patromoù nevez ha dibar dre livañ ar feilhañs evel ma veze graet war lien. Ar pezh nevesañ a zegasas eo krouiñ ul lestroù klok kinklet gant arvestoù eus ar vuhez e Breizh, en devoe tapet diwar taolennoù al livour Olivier Perrin (Rostrenenn, 1761 - Kemper, 1832) ; diwar e vignoniezh gant Fañch an Uhel e krouas kinkladurioù awenet gant mojennoù Breizh.
Sinañ e labour a rae Alfred Beau, evit ma c'hellje ar merk P-B tennañ splet eus e vrud. En XIXvet kantved avat ne oa ket eus keal ar berc'henniezh arzel, setu e chomas ar greanti perc'henn war oberennoù an arzour.

Kalz e plije Breizh da arzourien dibenn an XIXvet kantved : liv un arallvro a oa warni, hervez an taolennoù a veze diskouezet e Pariz ; diouzh ar c'hiz e oa al lennegezh keltiek a-c'houde ar berzh bras a reas embannadur Barzhaz Breizh Théodore Hersart de la Villemarqué e 1839 hag e adembannadur e 1845 ; aesoc'h e oa he gweladenniñ abaoe staliadur an hent-houarn goude 1860.
En abeg da gement-se holl e plijas labour Alfred Beau, ha ret e voe d'ar feilhañserezh Porquier goprañ 18 penturez ouzhpenn a-benn bastañ d'an ezhommoù.

Adalek 1873, ha diwar atiz Alfred Beau bepred ez embannas Porquier ul lestroù kinklet gant patromoù louzawouriel awenet gant doare Japan ha Louzaouegoù Chelsea. Tremen 120 patrom dourlivet a oa, enno bleunioù, delioù, frouezh, amprevaned, kresteneged, laboused hag all ; d'o skorañ e lakaas Alfred Beau fardañ un amailh satinet hag arc'hlas.
Pezhioù unel a voe graet ivez : profoù dibar, plakennoù eñvor evel an hini a voe graet evit lidañ savadur meurbont an hent-houarn e Montroulez, hag ar gourbiolin en e vent natur a voe lakaet war ziskouez e 1878 – 16 gwech e voe graet ar pezh boemus-se kent bout kavet dereat evit an diskouezadeg.
E 1875 e voe sinet ur gevrat a 15 vloaz gant ar greanti Porquier hag Alfred Beau ; krouet e voe ar merk P-B, « Porquier-Beau ». Petra bennak ma oa ar gevrat da badout betek 1890 ne voe torret nemet e 1894.

Jules Henriot kemmañ

E 1864, unan eus diskennidi Guillaume Dumaine, an dimezell Tinqueray, a zimezas gant ur feilhañser eus Franche-Comté anvet Pierre Jules Henriot hag a oa o paouez en em staliañ e Kemper. O mab Jules (1866-1951) a voe rener ar feilhañserezh Henriot adalek 1891 ; evit kevezañ ouzh berzh an ti Porquier e c'hopras al livour Camille Moreau, bet deskard Alfred Beau.
Kefridi Moreau e voe krouiñ patromoù brezhon evit ur steudad pezhioù feilhañs arzel. Diwar tresadennoù François-Hippolyte Lalaisse (1810-1884) a-zivout dilhad hengounel Breizh, bet embannet e Naoned e 1845[5] e labouras Moreau. Ker bras ur berzh ha hini lestroù P-B a reas ar steudad.

Nebeud kent korn ar c'hantved nevez e teuas berr an arc'hant gant ar greanti Porquier-Beau. Dizemglev a savas etre rener an ti, Arthur Porquier, hag Alfred Beau ; e 1894 neuze e voe torret ar gevrat. Porquier e-unan a genderc'has pezhioù a veze treset gantañ en ur genderc'hel da embann patromoù Beau, e oa chomet ar greanti perc'henn warno.
E 1898 e voe kavet eiladennoù eus pezhioù Porquier, bet fardet ha lakaet e gwerzh gant an ti Pouplard-Béatrix, ur feilhañserezh e Malicorne-sur-Sarthe ; prosez a voe savet ; e 1899 e voe kondaonet ar goubreizherien. Adalek ar prosez-se e voe ouzhpennet ar meneg Quimper da sinadur an ti Porquier, ha dizale e voe graet heñvel gant ar feilhañserezhioù kemperat all.
Ne yac'haas ket an ti Porquier evit kement-se avat : war ziskar ez eas ar gwerzhioù hag e miz Kerzu 1904 e voe serret ar greanti.
Digor an hent neuze dirak ar feilhañserezh Henriot. Da glozadur ar stal Porquier, goprañ ar penturezed dilabour a reas Henriot, ha prenañ ar patromoù P-B a oa bet embannet abaoe 1875 evit o adembann adalek 1913, pa brenas ar merk « P-B » ivez.

Jules Verlingue kemmañ

 
Ur violin e feilhañs Kemper

E-pad ma oa ar merk P-B oc'h ober berzh e kendalc'he an Ti Meur – ar merk HB – da genderc'hañ eiladurioù eus doare Rouan diwar patromoù De Caussy bepred, ar pezh a oa krog da skuizhañ karourien arz ar feilhañserezh petra bennak ma oa bet graet gant HB ar c'hentañ benveg-seniñ e feilhañs, ur violin e kamahu glas kinklet gant André Guihéneuc, ha Hent ar Groaz en iliz Lokmaria gant Louis Noël. E dibenn ar c'hantved ez embannas HB patroù breizhat awenet gant Lalaisse, a yeas buan war ziskar betek biniaouajoù evit an douristed.

E 1906 e voe lakaet Guy de la Hubaudière e penn HB ; dre ma ne oa ket dedennet gant ar vicher e tilezas ar greanti tamm-ha-tamm : nebeut a urzhioù-prenañ, implijidi gopret pa veze arc'hant er c'hef. Kregiñ a reas ar greanti da enporzhiañ pezhioù eus feilhañserezh La Madeleine, e Boulogne-sur-Mer, renet gant Jules Verlingue[6].
E 1913 e voe distrujet ar greanti HB gant un tan-gwall ; Jules Verlingue a ginnigas prenañ ar stal. E 1916 e voe lazhet Guy de la Hubaudière en Emgann Verdun, hag e 1917 ez erruas Jules Verlingue e Kemper evel perc'henn da goshañ feilhañserezh kêr, 227 vloaz goude he c'hrouidigezh gant Jean-Baptiste Bousquet e 1690.

Kemmoù a oa bet er feilhañserezh kemperat gant red an amzer, pa oa aet Ti Meur Jean-Baptiste Bousquet d'ar feilhañserezh HB, an ti Éloury-Porquier-Beau da get hag e hêrezh da Jules Henriot, a oa perc'henn ivez war hêrezh ti Guillaume Dumaine.
Div feilhañserezh vras a chome e Kemper e deroù an XXvet kantved neuze, goude ar Brezel-bed kentañ : HB ha Henriot.

An etrebrezel kemmañ

 
Ur pezh Odetta, c. 1930

Diouzhtu e voe taer ar c'hevezerezh etre an daou di, gant prosezioù a-zivout goubreizherez – an eil ti o tamall d'egile bout preizhet patromoù – ha dambrez, pa veze tamallet d'an eil ti bout fardet pezhioù heñvel-mik ouzh re egile. Kement-se avat a zegasas un helebini hag a vroudas ar c'hrouiñ arzel.

Etre 1920 ha 1940 e tremenas ur c'hant arzour bennak dre Gemper evit amprouiñ o donezonoù war gwevnded ar feilhañs, un danvez hag a oa bet gwellaet a-galz a-drugarez da enklaskoù ar sturierien deknikel. Pep arzour a labouras dindan ren ur sturier arzel brudet a ouie nevesaat ar patromoù hervez e zoare, evel ar c'hizeller René Quillivic e ti HB pe al livour Mathurin Méheut e ti Henriot. Kevezerezh a veze bepred da geñver an diskouezadegoù meur e Bro-C'hall hag e lec'h all. Unan eus delwennoù HB, sinet gant an arzourez Anna Quinquaud evit Exposition Coloniale Pariz, a voe war golo ar gazetenn hollvrudet L'Illustration, niverenn 4608 deiziadet 27 a viz Even 1931 : korf-bras ur vaouez Foul eus Ginea, titlet Femme du Fouta Djallon ("Maouez eus Fuuta Jaloo")[7],[8].

A-boan prenet an Ti Meur gantañ e krogas Jules Verlingue d'e arnevesaat ha da zegas doareoù teknikel nevez. Prenañ greanti kozh Porquier a reas ivez, ha dilojañ di e 1920 – eno emañ hiziv c'hoazh. Ur sturier teknikel nevez a voe gopret, Gilbert Theillou e anv, a oa ur mestr koc'haner eus Limòtges.
Buan e voe lakaet un teknik nevez e pleustr : erlec'hiet e voe ar redek ouzh ar stamperezh, da lavarout eo e voe lakaet toaz ar pezhioù da redek en ur moull e-lec'h o stummañ gant an dorn er moull ; marc'hadmatoc'h an doare hag ec'honoc'h skalf ar stummoù.
Pa felle da Jules Verlingue kenderc'hañ porselen e lakaas sevel ur forn gouest da dommañ betek 1 300 °C ; krag a voe kenderc'het e gwirionez, unan eus nevezentioù pennañ an ti HB. Odetta e voe merk kenwerzhel ar pezhioù krag-se, a veze fardet diwar prioù mesket hag amailhoù arbennik ; diaes-bras e veze ar poazhañ, kalz kolloù a veze, ar pezh a lakae kresk war ar prizioù – met dispar e oa an disoc'hoù, gant livioù don lugernus ha dilufr kemmesket hag adskedoù kanevedennek. Priziet e voe ar pezhioù-se gant an dastumerien, met izel e voe ar gwerzhioù en abeg d'o friz ; goude an Eil Brezel-bed e voe paouezet d'o c'henderc'hañ.
René Quillivic a voe anvet da sturier arzel ; gant un tregont arzour bennak e labouras.

Diouzh e du e c'hopras Jules Henriot René-Yves Creston, unan eus izili luskad Unvaniezh ar Seizh Breur hag a venne neveziñ holl arzoù Breizh dre veskañ ar stiloù hengounel hag arnevez.
E 1937 e voe dalc'het e Pariz an Exposition Internationale des Arts et Techniques dans la Vie Moderne, anv ofisiel an Diskouezadeg Hollvedel ; René-Yves Creston, hag a oa atebeg war Paborell Breizh, a gendrec'has Jules Henriot da sevel ur forn a-ratozh evit poazhañ ur vedkartenn 1,60 m he zreuzkiz en enor d'ar voraerien ha trevadennerien vreizhat – pemp mizvezh labour a voe rekis evit fardañ ar pikol pezh-se.
Mathuri Méheut, bet tutaet e 1928, en devoa e labouradeg dezhañ e ti Henriot ma laboure gant arzourien all, Jim Sevellec en o zouez. Kalz oberennoù a genderc'has, e feilhañs hag e danvezioù all.

Goude an Eil Brezel-bed kemmañ

 
Ur picher gant Fouillen

En daoust d'ar grouusted diroll-se, ar feilhañs livet poblek e doare an XIXvet kantved an hini a yae d'ober 90% eus kenderc'hadur feilhañserezhioù Kemper ha da beurleuniañ ar c'hefioù. En abeg d'ar berzh-se e teuas daou feilhañser nevez d'en em staliañ e kêr-benn Kernev. E 1950 e voe tremen 500 den o labourat e greanterezh ar feihañserezh e Kemper.

Paul Fouillen (1899-1958) a zilezas e garg a benn labouradeg e ti HB e 1928 da zigeriñ stal war leur-gêr ar Stivell e karter Lokmaria, nepell diouzh an Ti Meur eta. Eno e krouas pezhioù arrebeuri ha traezoù e gwer livet hervez patromoù keltiek. E 1945 neuze e prenas ur forn tredanek evit poazhañ pezhioù feilhañs. Un ugent den bennak a voe gopret evit fardañ pezhioù dibar o stummoù, kinklet gant patromoù doare enlivadurioù Iwerzhon ha broderezhioù Breizh. Ar c'hiz-se zo bet miret gant e vab Maurice, en ur ouzhpennañ e stil dezhañ.

Victor Lucas (1897-1958) a oa un ijinour bet stummet gant Skol-uhel Vroadel ar C'hroc'hanerezh Sèvres hag ur sturier teknikel e ti HB adalek 1922 betek 1940 ; e 1946 e tigoras ur stal war tor Menez Fruji, ma krouas ar merk « Keraluc ». Gervel arzourien a reas evit neveziñ stummoù ha kinkladurioù ar feilhañserezh kemperat tra ma roas ul lañs nevez da genderc'hadur lestroù e krag. Da varv Victor Lucas e 1958 e voe e vab Paul e penn ar greanti, kent e verc'h an itron Chauveau. Tost da 100 den a laboure e ti Keraluc e 1970. E 1971 e resevas Keraluc Priz ar C'hresk digant maodierniezh c'hall ar Sevenadur.

Siouloc'h ha ouezhusoc'h war an dro e voe an traoù en tiez HB ha Henriot. Arnevesaet e voe ar greanti HB, adaozet ar c'henderc'hañ, fornioù tredanek a voe staliet er bloavezhioù 1960 ; dispredet e oa savadur ar greanti Henriot, ha berr an arc'hant ganti : e 1968 eta e voe kendeuzet an div feilhañserezh ha krouet unan nevez anvet Société des faïenceries de Quimper, renet gant Jean-Yves Verlingue, mab da Jules Verlingue, a oa aet da Anaon e 1946. Disrann avat e chomas ar merkoù « HB » ha « Henriot » dre o labouradegoù kinklañ hag o fatromoù.

Teir feilhañserezh a chomas e Kemper a-c'houde an darvoudoù-se : HB-Henriot, Fouillen ha Keraluc.

Diskar hag adsav HB-Henriot kemmañ

 
Jim Sevellec evit Henriot

E deroù ar bloavezhioù 1980 en em gavas enket greanterezh ar feilhañs gall : 80% eus priz-koust pep kenderc'had a yae gant al labour, ar pezh a oa kalz keroc'h eget er broioù estren ; marc'hadmatoc'h a-galz e oa ar pezhioù feilhañs a veze enporzhiet a-vil-vern eus Portugal pe eus Azia. Brudet e oa barregezh feilhañserezhioù Bro-C'hall er bed a-bezh, setu e vevjont diwar ar vrud-se ha diwar an hengoun, gant stiloù ha binvioù na genglotent mui nag ouzh lezennoù nevez ar c'henwerzh nag ouzh blizidigezh an dud. E 1983, e Bro-C'hall, e tigreskas niver an implijidi eus 16 000 da 3 500 hepken. E Breizh ivez e oa ar marc'had war ziskar, evit an hevelep abegoù : ne ouie ket an dud diforc'hañ pezhioù fardet ha livet gant an dorn diouzh reoù greantel dibunet a-steudadoù bras ; nebeutoc'h a werzhioù neuze, ha muioc'h a staliadoù.
E 1983 end-eeun ez embannas renerezh HB-Henriot e oa ret dezhañ dic'hoprañ 78 a dud. Ac'hubet e voe ar greanti, fardet ha gwerzhet e voe hep aotre asiedoù kinklet gant al lugan "La faïence doit vivre", manifestadegoù a voe er straedoù. Tud Kemper a gomprenas pouez ar feilhañserezh en Istor kêr, pa c'hopre 250 a dud c'hoazh, hep kontañ an implijoù deveret er c'henwerzh, en dezougen hag all. En daoust da skoazell Kemperiz hag ar c'hazetennoù e rankas HB-Henriot disklêriañ freuz-stal e miz Gouere.

Ur pemzek bennak a ginnigoù a voe evit adkemer ar stal. Pa voe bet lezet ar re faltazius a-gostez – adprenañ hep an disterañ gwenneg toull, ardivinkaat ar c'henderc'hañ penn-da-benn – e chomas teuliad Paul Janssens war an daol.
Un Amerikan a orin izelvroat e oa Paul Janssens, eus Stonington (Connecticut) nepell diouzh Boston (Massachusetts) ; barrek e oa war feilhañs Kemper, p'en e werzhe abaoe 1955, hag an enporzhier nemetañ e oa abaoe 1978 er Stadoù-Unanet ma tiboulle ur c'hard eus ar c'henderc'hadoù kemperat. Gant e wreg hag un nebeud dastumerien amerikan arbennik e savas ar c'hevredad merañ Quimper Faïence, Inc., e vije ar greanti HB-Henriot un iskevredad anezhañ.

D'an 12 a viz Meurzh 1984 e tigoras ar greanti HB-Henriot a-nevez, dindan an anv Société Nouvelle des Faïenceries de Quimper, 50 a dud o labourat ennañ dindan ren Pierre Henriot.
Adlañset e voe ar c'henderc'hañ, digreskiñ a reas ar staliadoù. Gwellaet e voe ar merañ dre jediñ priz-koust pep pezh a-douez tremen 600 stumm ha 25 kinkladur, 15 000 traezenn en holl er c'hatalog. Nevezet e voe ar binvioù en ur zoujañ d'an hengoun bepred. Lod pezhioù a voe adembannet evit an dastumerien ; stummoù ha kinkladurioù nevez a voe krouet diwar an hengoun evit kenglotañ gwelloc'h gant an implijoù hag ar gizioù nevez. Pezhioù na oant biskoazh bet er c'hatalog a voe kenderc'het : karrelloù, bouloù ha krevier an Nedeleg, kroazioù keltiek. Patromoù HB-Henriot a voe moullet war lies skoroù : lienaj ti, serviedennoù paper, boestoù metalek evit ar gwispid (hag ar sukr, ur wech lonket ar vruzhunenn diwezhañ), mouchoueroù-gouzoug hag all.
Evel en etrebrezel e voe goulennet digant arzourien vrudet krouiñ pezhioù feilhañs ; arzourien estren evel ar Japanad Fukuda Shigeo hag ar Saoz Marc-Camille Chaimowicz a gemeras perzh – gant hemañ diwezhañ e voe graet gouriblenn karrborzh Kemper.
Adaozet e voe rann ar c'henwerzh gant Paul Janssens, pa soñje start dezhañ e teue diaesterioù HB-Henriot eus an doare da werzhañ e genderc'hadoù : e pep lec'h e vezent kavet ; divizet e voe sevel ur rouedad stalioù arbennik evit ma ne vije ket gwerzhet pezhioù fardet ha livet gant an dorn e-touez ar re c'hreantel ; digoret e voe ivez ur servij gwerzhañ dre lizher.

Diskar an tiez Fouillen ha Keraluc kemmañ

E 1980 e rankas Maurice Fouillen dic'hoprañ e implijidi ; e-unan e kenderc'has pezhioù feilhañs betek mont war e leve.

Goude bezañ bet bleunius er bloavezhioù 1970 e rankas an ti Keraluc talañ d'e dro ouzh diaesterioù bras an dekvloavezhiad da heul. Pa voe bet prenet gant an embregerezh parizian Styl'Form ha kemmet e anv e Keraluc faïenceries ne c'hallas adc'hoprañ nemet 14 implijad, ha ret e voe dezhañ lakaat e wispid – stad spluius ar feilhañs etre ar boazhadenn gentañ hag an amailhadur – da vezañ fardet e lec'h all. Dilezet e voe ar c'hrag da genderc'hañ pezhioù feilhañs livioù pastel warno ; pezhioù dispar a voe krouet gant an arzour surrealour spagnol Enrique Martin kent disklêriadur freuz-stal ar feilhañserezh e 1992. Bloaz war-lerc'h e voe adc'hopret gant HB-Henriot ar 7 den hepken a oa c'hoazh o labourat e ti Keraluc.

Ken buhezek ha biskoazh eo arz ar feilhañserezh e kêr-benn Kernev, petra bennak ma'z eo HB-Henriot an ti nemetañ a zo chomet bev a-dreuz tremen 300 vloaz ; yaouankizoù a vez stummet, arzourien a ouestl o donezonoù da grouiñ pezhioù nevez, divrall e chom berzh ha brud feilhañs Kemper dre ar bed-holl.

Levrlennadur kemmañ

Feilhañs Kemper
  • (fr) A-stroll, Encyclopédie des Céramiques De Quimper, Éditions de la Reinette, 2003-2007 (5 levrenn, 2262 bajenn)
  • (fr) Martin Verlingue-Ruzette, Les faïences Porquier Beau à Quimper 1875 1905 Exposition 1998 1999 au château de Quintin, Château de Quintin, 1970 (ASIN: B01N81AX5W)
  • (fr) Édith Mannoni & Bernard-Jules Verlingue, Les faïences de Quimper, Chares Massin, 1990 (ISBN 978-2-7072-0169-0)
  • (fr) Bernard-Jules Verlingue, Faïences de Quimper, Coop Breizh, 2004 (ISBN 978-2-8434-6186-6)
  • (fr) Bernard-Jules Verlingue, Odetta : Les grès d'art de Quimper, Palantines, 2007 (ISBN 978-2-9114-3473-0)
  • (fr) Bernard-Jules Verlingue, Histoire de la faïence de Quimper, Ouest-France, 2011 (ISBN 978-2-7373-5127-3)
  • (fr) A-stroll, Paul Fouillen, faïencier quimpérois – Maurice Fouillen, Musée de la Faïence de Quimper, 2015 (ISBN 978-2-9140-0931-7)

Liammoù diavaez kemmañ

Notennoù kemmañ

  1. Gourel eo ar ger feilhañs ; gourel ivez eo ar ger feilhañserezh pa gomzer eus ar vicher, met benel eo pa gomzer eus al lec'h.
  2. Dav eo diforc'hañ etre krag, a zo ur garregad gouelezennek naturel, ha krag keram, a zo un toaz savet diwar traezh ha douar priek a implijer er poderezh. ar c'hrag keram a wereler dre e boazhañ en ur form tommet betek 1 200/1 300°C. Gant "krag" hepken e vo graet er pennad-mañ pa gomzor eus krag keram.
  3. Rue Haute eo he anv hiziv c'hoazh.
  4. Straed Jean-Baptiste Bousquet hiziv.
  5. (fr) François-Hippolyte Lalaisse, De la Bretagne et autres contrées, Éditions de la Cité, Brest, 1985, div levrenn (ISBN 978-2-8518-6031-6)
  6. (fr) La faïence de Boulogne
  7. (fr) Skeudenn
  8. (fr) A-stroll, 1931, Quimper et l'Exposition coloniale, Flexibound, 2014 (ISBN 978-2-9140-0930-0)

 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.