Ar femme fatale zo un anv gallek, adkemeret e kalz yezhoù all, a vez graet eus un dudenn el lennegezh (adkemeret goude er fiñvskeudennerezh), hag a zo ur vaouez a zegas ar marv d'an dud, hag a c'hallfe bezañ matezh an Ankou e brezhoneg neuze, pe da vihanañ droukchañs d'ar wazed hoalet ganti.

Ar spierez Mata Hari, un doare femme fatale
Lilith (1892), livet gant John Collier
Salome poltredet gant Franz von Stuck
Sharon Stone he deus roet taol ar marv da veur a baotr er film Basic Instinct.
Rebecca Romijn

Kavet e vez e mojennoù an holl vroioù hag a-hed istor al lennegezh, gwech evel morganez, pe sunerez-gwad, diaoulez pe sorserez, gwech evel soudardez, spierez, ha micherioù all c'hoazh. Sachañ a ra gwazed dinerzh daveti, paket e rouedoù o c'hoant.

Unan eus penntudennoù al lennegezh hag an arz eo eta, abaoe hor mamm Eva. Galloudoù hud he deus, teogiñ a ra he freizh, ur gwaz (peurliesañ) eta, evel pa vije un diaoulez tec'het eus puñs an ifern, o c'hoari gant he c'hened, gant he hoal, ha gant ar c'hoant c'hwezhet er wazed, da gas he mennozh kuzh da benn-vat.

Met ouzhpenn gant he c'horf e oar c'hoari ha mont a ra betek livañ gevier ha mont dre nerzh. Gant kontell pe kontamm e oar ober ivez.

A-wechoù avat ne vez nemet ur paourkaezh plac'h paket e rouedoù an tonkadur, evel er film du The Lady from Shanghai e 1948 .

Mojennoù hag istor kemmañ

En amzerioù kozh ec'h anavezed:

E Breizh kemmañ

E Breizh e kaver Dahud, Izold, Morgana, Mari Vorgan, ha korriganezed ha kannerezed-noz.

Anavezet eo ivez en Azia, hag e Sina ez eus bet tamallet priedoù-kleiz da vezañ bet kiriek da wanded pe mont da get tierniezh pe dierniezh.

Eus ar Grennamzer d'an XIXvet kantved kemmañ

Eva an hini a enkorfe dañjerioù revelezh ar merc'hed hervez kredennoù ar Grennamzer. Fata Morgana a ranno an enor-se ganti adal ar mare-se.
En XIXvet kantved, e-kerzh ar Romantelezh, e vleunio ar femme fatale, e barzhonegoù evel re John Keats, La Belle Dame sans Merci dreist-holl, ha Lamia.

Oberennoù an XXvet kantved kemmañ

Gant an aktourez Theda Bara e voe displeget ster ar ger "Vamp" er film A Fool There Was

Ar femme fatale zo bet poltredet evel ur sunerez-gwad ; gant he hoal e tenn o nerzh hag o frankiz digant he serc'heged. Rudyard Kipling zo bet awenet e 1897, gant ur sunerez-gwad livet gant Philip Burne-Jones, ur skeudenn aroueziek eus ar marevezh, da sevel e varzhoneg "The Vampire". Brudet e voe ar skrid ken e voe, hag an diskan "A fool there was...," a ra anv eus un den hoalet gant ar sunerez-gwad, a deuas da vezañ ur film hag a reas berzh e 1915, hag anvet A Fool There Was gant Theda Bara evel sunerez gwad an den kaezh.

Ar vaouez-se eo an dudenn greiz e filmoù evel Body Heat, gant Kathleen Turner, The Last Seduction, gant Linda Fiorentino, Fatal Attraction, gant Glenn Close, ha Basic Instinct, gant Sharon Stone.

Ar wazed, mevelien ar marv kemmañ

E-touez ar wazed se e lakaor Don Juan, Heathcliff er Wuthering Heights, an darn vrasañ eus harozed ar barzh saoz Lord Byron (ar "Byronic hero"), Drakula, Harthouse en Hard Times gant Charles Dickens', Georges Querelle Querelle de Brest gant Jean Genet, James Bond en oberenn Ian Fleming ha Tom Ripley e romantoù Patricia Highsmith[1].

Liverezh kemmañ

Oberennoù

Filmoù kemmañ

Skeudennoù kemmañ

Notennoù kemmañ

  1. Mario Praz (1951) The Romantic Agony: 53-95


Levrlennadur kemmañ

  • Toni Bentley (2002) Sisters of Salome.
  • Bram Dijkstra (1986) Idols of Perversity: Fantasies of Feminine Evil in Fin-De-Siecle Culture, (1986) ISBN 0-19-505652-3.
  • Bram Dijkstra (1996) Evil Sisters: The Threat of Female Sexuality in Twentieth-Century Culture, (1996) ISBN 0-8050-5549-5
  • Elizabeth K. Mix Evil By Design: The Creation and Marketing of the Femme Fatale, ISBN 978-0-252-07323-6.
  • Mario Praz (1951) The Romantic Agony. See chapters four, 'La Belle Dame Sans Merci', and five, 'Byzantium'.

Liammoù diavaez kemmañ