Fernando León (marvet e 1214)

Fernando León (1192/1193-1214), Fernando de León e spagnoleg, a oa infant, mab da Alfonso IX León ha d'e gentañ pried Teresa Portugal (1181-1250). E dad a oa mab da Fernando II León ha d'e bried kentañ, Urraca Portugal, hag e vamm a oa merc'h da Sancho Iañ Portugal ha d'ar rouanez Dulce Berenguer.

Div c'hoar en doa:

Dleet e oa dezhañ ren e rouantelezh León, met mervel a reas e 1214, da 21 bloaz, a-raok e dad Alfonso IX León, a varvas e 1230.

Goude marv Alfonso ez eas ar rouantelezh gant an div c'hoar, a lezas o gwirioù gant o hantervreur, Fernando el Santo, ganet eus eil pried Alfonso IX, Berenguela Kastilha.