Ferrante I Gonzaga

Setu ur pennad diechu hag a denn d'an istor. Gallout a rit reiñ un tamm skoazell, ha kreskiñ ar pennad : krogit e-barzh !


Ferrante Gonzaga (Mantova, 1507 – Bruxelles, 1557) a oa ur c'hondottiero italian, besroue Sikilia etre 1535 ha 1546, kont Guastalla adal 1539, ha priñs Molfetta, ha gouarnour Milano etre 1546 ha 1554.

Ferrante Gonzaga, 1568.

Mab e oa da Francesco II Gonzaga ha da Isabella d'Este. Da 16 vloaz ez eas da lez Karl V an Impalaeriezh Santel a servijas a-hed e vuhez. Perzh a gemeras en Arigrap Roma en 1527, ma wastas palezioù e diegezh[1].

Evel e genderv, ar c'honestabl Charles de Bourbon, e teuas da vezañ kabiten jeneral en armeoù an Impalaer Santel en Italia goude marv Philibert de Chalon, priñs Orange.

Difenn a reas Naplez a-enep soudarded c'hall Odet de Foix, beskont Lautrec en 1528. En 1530 e lakaas Republik Firenze da godianañ. Evit e drugarekaat e voe anvet da c'houarnour Benevento gant ar pab Klemez VII, ur Medici a oa bet skarzhet e diegezh eus Firenze.

Lakaet e voe e penn un armead 3 000 marc'heger ha brezeliñ a reas a-enep an Durked, evit Karl V atav.

E 1534 e timezas da Isabella di Capua, merc'h pennhêrez Ferdinand, dug Termoli ha priñs Molfetta. E 1535 e voe anvet da vesroue e Sikilia (1535-1546) gant an impalaer Karl V ha goude-se gouarnour dugelezh Milano (1546-1554). En 1539 e prenas aotrouniezh Guastalla, war lez kleiz ar stêr Po, evit 22280 skoued aour, digant an dugez Ludovica Torello, hag an impalaer a savas an douar da gontelezh.

A bep eil e vrezelekaas en Italia ha Pikardi, perzh a gemeras en emgann Landrecies hag e Saint-Dizier. Brantôme a skrivas en doa kontamet Frañsez III (dug Breizh) a varvas diwar gleñved.

Gantañ avat e voe aozet drouklazh Pierre Louis Farnèse en 1547, ha da-heul e krogas brezel a-zivout dugelezhioù Parma ha Piacenza gant ar pab.

Mervel a reas e Bruxelles en 1557, goude kouezhet diwar e varc'h en emgann Saint Quentin.

E vab Cesare a renas war e lerc'h e kontelezh Guastalla.

Notennoù kemmañ

  1. Guichardin a ra anv eus palez e vamm Isabella d'Este. Brantôme a skriv e oa palez e "eontr" (pa oa hini e vreur) ar c'hardinal Ercole Gonzaga, dre fazi moarvat.

Levrlennadur kemmañ

  • G. Goselini, Vita del prencipe don Ferrando Gonzaga in tre libri divisa, Milano 1574
  • R. Tamalio, Ferrante Gonzaga alla corte spagnola di Carlo V nel carteggio privato con Mantova (523-1526). La formazione da 'cortegiano' di un generale dell'Imperatore, Mantova 1991
  • L. Pescasio, Don Ferrante Gonzaga, principe di Molfetta, signore di Guastalla, viceré di Sicilia, governatore di Milano, stratega dell'imperatore Carlo V, Suzzara 2000
  • G. Brunelli, Ferrante Gonzaga, in «Dizionario biografico degli Italiani», LVII, Roma 2001