An Nicà, pe Fiumenicà, hervez an anv ofisiel a vremañ, zo ur froud a 35 km hed e Calabria, e su Italia, e proviñs Cosenza ha proviñs Crotone.

Foce del torrente Fiumenicà
Genoù ar stêr Fiumenicà

Douaroniezh kemmañ

Eieniñ a ra e Cozzo di Calamacca, e Campana (gwechall Calaserna e gregach-kalabreg an tolead), e proviñs Cosenza (CS), hag aberiñ e Mor Ionia. E Cozzo Calamacca ivez emañ eienenn ar stêr Vitravo, a zo adstêr d'an Neto.

Goude tremen dre Scala Coeli e ya d'ober an harz etre Proviñs Cosenza ha hini Crotone, da lavarout eo etre kumunioù Terravecchia ha Cariati en un tu (CS) ha Crucoli en tu all (KR).

Er c'hartennoù kozh eo merket an aber evel Punta di Fiumenicà. Fiumenicà eta eo an anv reizh, ha n'eo ket Nicà.

Istor kemmañ

 
An tour

E 510 kent JK e voe brezel etre keodedoù Sybaris ha Crotone, hag emgann Nika a c'hoarvezas war lez ar stêr a rae an harz etre an div vro.

En amzer-se, hini Magna Graecia, e veze laret Hylia pe Hylias eus ar Fiumenicà, hervez skrid an istorour Toukidides (IVvet kantved kent JK) a gontas Istor Brezel Peloponnesos (war-dro 431 a.C. ha 404 a.C. etre Sparta hag Aten evit mestroni Hellaz), ha meneg a ra eus ar stêr Hylia (levrenn VII, 35).

Pellamzer avat e voe kaoz etre al lenneien a-raok divizout e oa Hylia ha Nicà ar memes stêr[1],[2].

En amzer Impalaeriezh Roma, nepell diouzh ar stêr Hylia edo statio (pe kazarn) roman Paternum, ha neuze e veze anvet Flumen (stêr e latin), ken plaen ha tra, a-raok dont da vezañ Flumenicà er Grennamzer uhel pa oa stag Calabria ouzh Impalaeriezh roman ar reter.

 
Iamblichos C'halkis

En hon amzer o deus kammveizet al lenneien e oa deuet an anv Nica eus an trec'h (Nike e gregach) a oa bet gant Crotone war Sibaris e 510 a.C.. Met er mammennoù istorel koshañ ne gaver meneg ebet eus lec'h an emgann, war-bouez skrid Iamblichos[3], ha hervez an istorourien e c'hoarvezas an emgann hag an trec'h 20 km pelloc'h en hanternoz, war lezioù ar stêr Trionto, war harzoù kumunioù Rossano ha Crosia.

Aber ar Fiumenicà zo meneg anezhi ivez gant ar skiantour meur arab Al-Idrisi, a laboure e lez Ruggero II war-dro an XIIvet kantved, en e levr douaroniezh anavezet evel "Il libro di Re Ruggero" (Tavv, V, VI e VII) ma lenner "Eus ar Punta dell'Alice d'an iliz a en em gav war ar alla Punta di Fiumenicà: 12 miltir. Aleshont da Rossano 20 miltir"[4] (12 miltir=17,790 km; 20 miltir =29,650 km). Eus an "iliz"-se n'eus meneg istorel all ebet na roud all ebet.

En aber ar Fiumenicà en amzer Rouantelezh Naplez, war zouar Calabria Citeriore, e oa savet un tour anvet Torre di Fiumenicà[5],

Notennoù kemmañ

  1. Patrom:Cita web
  2. Patrom:Cita libro
  3. Iamblichos, filozof sirian gresianek, a veve war-dro 250 - 330 d.C., en e Buhez Pitagoras a laka an emgann etre an div geoded ac'hean war an Traente (hiriv Trionto)
  4. Hervez Pietro Dalena, el levr Strade e percorsi nel Mezzogiorno d'Italia (secc. VI-XIII) (http://polaris.unical.it/user/report/dettagliopubblicazione.php3?IDProd=2132138744) 1995, Duemme - Cosenza, pp=36-37; https://web.archive.org/web/20170211080422/http://polaris.unical.it/user/report/dettagliopubblicazione.php3?IDProd=2132138744%7Cdataarchivio=11 febbraio 2017}}
  5. Patrom:Cita news