Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ

Plant eus ar genad Rubus hag eus ar c'herentiad Rosaceae eo ar flamboez pe ar bod-flamboez.
Eus ar spesad Rubus idaeus eo al lodenn vrasañ eus ar flamboez a vez gounezet e liorzhoù Europa, a c'heller kavout gouez e koadoù zo ; spesadoù gouez pe doñvaet all a c'heller kavout e kornioù all ar bed, evel Rubus strigosus ha Rubus occidentalis en Amerika an Norzh, Rubus crataegifolius en Azia, Rubus parvifolius en Aostralia hag ivez hironoù eus ar spesadoù-se.
Roz, ruz, betek mouk pe du eo liv frouezh ar flamboez, hervez ar spesad ; melen alaouret eo lod anezho zoken.

Flamboez gouez, gant un delienn
Flamboez melen
Frouezh mouk ur c'houenn amerikan

Gerdarzh kemmañ

Diwar ar ger galleg framboise, o tont eus ar frankeg brambasia eo bet stummet ar ger brezhonek, a-raok 1633[1].
Drez Menez Ida eo ster Rubus idaeus, anv latin ar spesad a vez gounezet ar muiañ.

Istor poblek kemmañ

E gwengelouriezh Henc'hres ec'h eo Ida un nimfenn, merc'h Μελισσέας Melisseas (roue Kretia) ha c'hoar Ἀδρήστεια Adrasteia.
E mojenn al liorzhourien e teu liv ruz ar flamboez Rubus idaeus eus gwad bronn Ida skilfet gant drein ar blantenn. Gwenn e oa ar frouezh a-raok bezañ bet goloet gant he gwad, ha ruz int chomet abaoe.

Louzawouriezh kemmañ

 
Blev ha greunennoù en hugenn ar flamboez gwelet a-dost

Un hugenn hag ur frouezhenn wir dindan ster al louzawouriezh) eo ar flamboezenn, stummet diwar treuzfeurmadur un 40 karpell bennak e dared ur vleunienn nemetken goude ar frouezhusadur. Pep hini eus an 40 greunenn o stummañ an hugenn he deus boued ar frouezh gant chug tro-dro d'un hadenn. Blev bihan a zo ivez tro-dro d'ar greunennoù.

Gounezerezh kemmañ

Armerzh kemmañ

Implijoù kemmañ

Skeudennoù kemmañ

Pennadoù kar kemmañ

Levrlennadur kemmañ

Liammoù diavez kemmañ

Notennoù kemmañ

  1. Albert Deshayes Dictionnaire éthymologique du breton, Chasse-Marée, Douarnenez, Breizh, 2003, ISBN 2-9142-0825-3.