Flavius Hannibalianus

Flavius Hannibalianus, pe Hanniballianus, a voe Caesar en impalaeriezh roman etre 335 ha 337 evel mab-kaer d'an impalaer roman Constantinus Iañ.

Centenionalis, pe nummus gant skeudenn Flavius Hannibalianus, e 336.

Mab e oa da Flavius Dalmatius, a oa censor e Roma, a oa breur da Flavius Dalmatius, ha niz da Constantinus Iañ.

Krediñ a reer e voe ganet e Toloza, e Galia, evel e vreur, ma voent skoliet gant Exuperius. War- dro kreiz ar bloavezhioù 320 ez eas da-heul e dad da Constantinopolis, hag eno, e 335, e timezas da Constantina, merc'h henañ an impalaer Constantinus Iañ, ha gantañ e voe anvet da Gaesar.

Pan c'hoantaas Constantinus mont d'ober brezel da impalaeriezh ar Sassanided en 337 e voe anvet Hannibalianus da Rex Regum et Ponticarum Gentium, "Roue ar Rouaned ha pobloù Pontos".

Mervel a reas an impalaer Constantinus a-raok mont d'ober ar brezel, ha muntret e voe Hannibalianus e 337, evel e vreur, e-kreiz an taol-skub roet gant e vreudeur-gaer imalaerien, Constantinus II, Constantius Iañ ha Flavius Julius Constantius da vougañ an danvez enebourien.

Liammoù diavaez kemmañ