Fogo zo un enezenn eus ar C'hab Glas, er c'hornôg da Santiago, er Meurvor Atlantel.

Kartenn Fogo
Lec'hiadur Fogo er C'hab Glas

E Fogo emañ ar Pico do Fogo, ur menez-tan oberiant, 2 829 m e uhelder, hag a zislonkas c'hoazh e 1995. Teir c'humun zo en enez : Mosteiros, São Filipe ha Santa Catarina do Fogo. 476 km² eo he gorread ha war-dro 38 000 den zo o chom enni.

Fogo gwelet eus an oabl