Fontana dei Quattro Fiumi

Ar Fontana dei Quattro Fiumi (Feunteun ar Peder Stêr) zo ur feunteun savet etre 1648 ha 1651, gant Gian Lorenzo Bernini, e kêr Roma, e kreiz ar piazza Navona, dirak iliz Sant'Agnese in Agone. Ar peder stêr skeudennaouet a zo arouez pep a gevandir: an Danav evit Europa, kizellet gant Antonio Raggi, ar Ganga evit Azia, gant Claude Poussin, an Nil evit Afrika, mouchet he dremm rak ne ouied ket pelec'h e eiene, kizellet gant Giacomo Antonio Fancelli, hag ar Rio de la Plata evit Amerika, gant Francesco Borromini. Ne oa ket bet dizoloet Okeania c'hoazh en amzer-se.

Fontana dei Quattro Fiumi
Ar feunteun