Football Association Community Shield

Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ

Football Association Community Shield, pe FA Community Shield c'hoazh, zo anv un trofe hag a vez gounezet war-lerc'h ur c'hrogad mell-droad oc'h enebiñ kleub kampion Premier League saoz ar c'houlzad tremenet ouzh hini aet ar maout gantañ da-geñver Football Association Challenge Cup.

An trofe

Betek 2001 e veze graet Community Shield eus ar genstrivadeg-mañ, goude bezañ bet krouet evel Sheriff of London Charity Shield e 1908.

Trec'h eo bet Manchester United Football Club an aliesañ (ur wech warn-ugent), aet an trofe kentañ gant ar Red Devils (an Diaouled Ruz e brezhoneg) e 1908 hag an ugentvet e 2013.

D'ar 7 a viz Eost 2016 eo bet trec'het 2-1 Leicester City Football Club gant Manchester United Football Club da-geñver ar pevarzekvet doare ha pevar-ugent e Wembley Stadium. Aet e oa bet ar maout gant Arsenal Football Club e 2014 ha 2015.