Framm ar sinalunioù

Heuliañ a ra lunioù ar skritur sinaek reolennoù grafek strizh a denn d'an doare da dresañ an elfennoù war ur follenn (pe war ur skramm) met ivez da natur an elfennoù a ya d'ober anezho. Ne vo ket pledet er pennad-mañ gant reolennoù dibar ar c'haerskrivañ ma vez distummet ar reolennoù alies.

Ar sinalun evit "Tan" (Pinyin : huǒ, Japaneg : ka) zo unan eus al lunioù kentañ a vez desket e Sina. Pevar seurt tres a ya d'e ober.
.

Tennañ a ra ar pezh a vo displeget da-heul da dres grafek ar sinalunioù, evit an holl yezhoù a ra ganto, met amañ ne vo meneget nemet distagadurioù ha skritur sinalunioù ar mandarineg.

An tresañ kemmañ

Evit tresañ pep lun e vez heuliet ar reolennoù-mañ.

Sinalun

Skritur :

Yezhoniezh:

Re all :

Skoazell evit kodañ
Levrlennadur

Penntresoù kemmañ

Da gentañ-penn n'haller implijout nemet un niver termenet a linennoù evit skrivañ ul lun (cheñch a ra an niver hervez an dielfennadurioù : 24 a seblant bezañ un niver a c'haller degemer). Gwechall e skrived gant ur barr-livañ, bremañ gant stiloioù. Rekis eo bezañ desket un nebeud reolennoù diazez evit meur a abeg : tresañ ur sinalun evit ma vo lennus ha, marteze a-walc'h ivez, brav da welet. Ouzhpenn-se, peurliesañ, eo ret kontañ an niver a linennoù a ya d'ober ul lun a-benn kavout anezhañ en ur geriadur. Padal n'eo ket naturel an disrannañ-se : a-wechoù e c'hallfed kontañ daou dres pa n'eus nemet unan, hag ar c'hontrol zo ken gwir all.

E-touez an tresoù pennañ emañ, da skouer :

  • ar "pik" : 丶 ;
  • ar varrenn a-led : 一 ;
  • ar varrenn a-serzh : 丨 ;
  • ar varrenn a-serzh krog : 亅 ;
  • ar varrenn a-led krog : 乛 ;
  • ar varrenn a-led diabarzh pleget krog 乙, hag all.

Urzh an tresoù kemmañ

 
Lun 或 huò, "pe", treset en urzh.

Gwelet a reer splann n'eus tamm kromenn wirion ebet na tamm pik ront ebet kennebeut. Ouzhpenn, n'haller tresañ ul lun nemet ma vez doujet d'an urzh degas an tresoù pennañ hervez reolennoù kemplezh.

Reolennoù tresañ kemmañ

  • A-gleiz da zehou
  • A-laez d'an traoñ
  • Eus an diabarzh d'an diavaez
  • Tres a-led a-raok tres a-serzh
  • Evit ar grafemoù "serr ha leun" evel 圈 ("juan", punet) 回 ("hui", distreiñ), e vez treset an holl dresoù war-bouez unan, e "leunier" e-kreiz hag e "serrer" ar grafem evit echuiñ.

Da skouer, e 本 běn, ez eus pemp tres a reer evel-mañ : 一 → 十 → 才 → 木 → 本.

A-us, al lun   huò, "pe", treset en urzh.

Ment skouer : ar garrezenn c'halloudel kemmañ

Ouzhpenn e rank an holl lunioù, ne vern an niver a linennoù a ya d'ober anezho, bezañ klenket en ur garrezenn pe en ur c'helc'h galloudel (a vez treset a-wechoù er c'haieroù deskiñ skrivañ). Holl e rankont leuniañ an hevelep egorenn. Setu perak ez eo rekis a-wechoù stardañ pe distardañ elfennoù zo el lunioù a-benn ma yafent holl e-barzh an takad lakaet evito. Alies ne gemerer ket ar reolenn-mañ e kont evit ar c'haerskrivañ.

Setu amañ un nebeud skouerioù evit skeudenniñ ar c'hraf diwezhañ-mañ :

     
huǒ huò
1
4
7
10
48

Merket eo, eus al laez d'an traoñ, al lun, e zistagadur hag an niver a dresoù. Talvezout a reont, en urzh, "unan", "tan", "kaoter" ha "kerzhet evel un aerouant".

Kavet e vez lunioù kemplesoc'h c'hoazh evel 龘 (un aerouant, 龍, war-c'horre daou all). N'hall ket lunioù zo bezañ kodet ent elektronek evel, da skouer, unan zo gant pevar aerouant an eil war egile ma ranker implijout 64 linenn evit e dresañ. Evel-just ez eo tremen rouez al lun-se.

Tu ar skrivañ kemmañ

Erfin e vez treset al lunioù eus al laez d'an traoñ hag a-zehou da gleiz er broioù ma vez graet gant ar sinalunoiù hengounel (evel Taiwan) hag e Japan. E lec'h all e vez skrivet dre linennoù hag a-gleiz da zehou. Daoust da se e vez c'hoazh implijet ar skrivañ dre vannoù er c'haerskrivañ er broioù a skriv war linennoù : hennezh a oa, evit gwir, tu boas ar skrivañ gwechall. Gwir-tre eo c'hoazh, da skouer, evit barroù ar pretioù hengounel pe evit barroù ar stalioù. Skrivañ war linennoù pe dre vannoù ne cheñch ket netra evit ar c'hompren.

An alc'hwez pe pennrann diazez pep lun kemmañ

Lodenn distag. Diverradur :
Hogozik an holl lunioù a ya d'o ober, da nebeutañ evit ur rann anezho, tammoù dibabet en ur roll 214 elfenn (istorel eo an niver a 214). A-wechoù e talvez ar rann-se da spisaat ar ster met hiziv e vez implijet dreist-holl evel merk grafek evit renkañ al lunioù er geriadurioù.

A-benn ar fin, pa seller mat, e tenn an holl elfennoù, koulz lavaret, da unan eus an elfennoù-se anvet pennrann pe alc'hwez.

Lenn ar peurrest eus ar pennad.


  Porched ar yezhoù hag ar skriturioù
Adkavit pennadoù Wikipedia a denn d'ar yezhoù.
  中文世界門戶 Porched ar bed sinaat — 找到關於中國的頁面 Adkavit ar pennadoù a denn d'ar bed sinaat.