François de la Tour

François de la Tour a oa bet eskob Treger eus 1583 da 1587.

En glazur e dour tourigellet en aour

Buhez kemmañ

François de la Tour a oa bet manac'h da gentañ eus abati ar Releg, ha chaloni Landreger.

Anvet e voe da eskob Kemper e 1574, ha kaset e voe da eskopti Landreger e 1583, war-lerc'h Jean-Baptiste Le Gras.

Dilezel e reas diouzh e garg e 1587.

Mont a reas da Anaon e Pennarstank, d'an 11 Eost 1590, ha sebeliet e voe e Plougonven d'an 13 Eost.

Hervez ur vojen, war a seblant, ne oa ket bet gwell degemeret gant tud bro Dreger ː goude e varv, dont a rae, evel un teuz, bep noz evit oferenniñ en iliz Plougonven.

Guillaume du Halgoët a zeuas war e lerc'h war gador eskopti Treger.

Levrlennadur kemmañ

  • Pierre Barbier : Le Trégor historique et monumental. Les Presses bretonnes. Sant-Brieg. 1960