Françoise d'Amboise

Françoise d'Amboise, pe Frañseza Amboaz[1], ganet e kastell Thouars d'an 29 a viz Mae 1427 ha marvet d'ar 4 a viz Du 1485 e Naoned, a oa ur briñsez c'hall, merc'h da Louis d'Amboise, priñs Talmont ha beskont Thouars, ha da Louise-Marie de Rieux. Dimeziñ a reas da Bêr II, dug Breizh.

Françoise d'Amboise, dugez Breizh.
Françoise d'Amboise.

He buhez kemmañ

Evit tec'hel rak doareoù gouez an aotrounez veur ez eas he mamm da repuiñ ganti da Vreizh, e lez an dug, a oa e Gwened, ha goude e Naoned.

Da dri bloaz e oa bet ragaozet e timezje da eil mab an dug, Pêr, kont Montforzh. Pemzek vloaz e oa e 1442 pa voe graet an eured. Eizh vloaz goude e varvas he breureg Frañsez Iañ, hag anvet e voe he fried da zug.

Ober a reas war-dro ar re baour hag ar re glañv hervez skouer Francesca Romana en Italia.

Mervel a reas Pêr II e 1457. Divugel e oa an intañvez. Fellout a reas d'ar roue gall Loeiz XI he dimeziñ adarre hervez e ezhommm politikel, met hi ne blegas ket dezhañ.

E 1463 e tiazezas ur C'harmel e Breizh gant Jean Soreth.

Mont a reas da gouent an Teir Mari, da Wened, e 1468.

Mervel a eure e Naoned e 1485, en ur gouent a oa bet lakaet ganti sevel. Anvet e voe da Wenvidigez gant ar pab. He c'hlopenn zo miret en Iliz-veur Naoned.

Skeudennoù kemmañ

Levrlennadur kemmañ

  • Eugène Lafolye, Compte des dépenses de Françoise d'Amboise, Éditeur Vannes, 1889.
  • J.-L. Chalnel, Histoire de la Touraine, 1841, tome IV.
  • Yann-Vari Perrot, Franseza Amboaz e Bue ar Zent, 1912.
  • Buez ar brinsez eurus Franseza Damboaz, eus a urs carmez, Feiz ha Breiz, 1866 (pennad kentañ en niverenn 76, p. 189a).

Notennoù kemmañ


 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

  1. Franseza, e Buhez ar Sent, 1912.