Francesca Cuzzoni, ganet e Parma d'an 2 a viz Ebrel 1696 ha marvet e Bologna d'an 19 a viz Mezheven 1778, a oa ur c'hoariganerez soprano italian eus an XVIIIvet kantved. Lesanvet e oa Voce d'angelo (mouezh un ael) abalamour d'he mouezh tener ha lemm war un dro, a c'halle nerzhekaat ha gwanaat en un doare souezhus.

Francesca Cuzzoni
Faustina Bordoni, poltredet gant Rosalba Carrera. Kevezerez Francesca Cuzzoni e voe e Londrez.

Dre ma oa ganet e Parma e oa bet lesanvet La Parmigiana. Kregiñ a reas gant ar vicher en 1716 gant Vittoria Tesi. Fret a gavas e King's Theatre Londrez ma erruas en Kerdu 1722, gant un tamm cholori en-dro d'he donedigezh. War vourzh al lestr e timezas d'ar soner klav-kerdin Pietro Giuseppe Sandoni. Perzh a gemeras en krouidigezh Ottone, gant de Haendel, d'an 12 a viz Genver 1726 hag e-pad pemp bloaz e c'hoario e pep c'hoarigan nevez gant Haendel ha Bononcini.

D'ar 4 a viz Gwengolo 1725, setu Faustina Bordoni o tegouezhout ivez e King’s Theatre Londrez, ha honnezh e vo he c'hevezerez vras. Div gostezenn a oa, hini Bordoni ha hini Cuzzoni, ha bec'h etreze.

D'ar 6 a viz Mezheven 1727, e voe c'hoariet Astianatte, oberenn Bononcini, e-kreiz ar brasañ cholori. Jarneoù ha mallozhioù a nije a bep tu, ma krogas an div ganerez da skeiñ an eil gant eben, krabanadoù a sachas brud fall evel biskoazh. Habaskaat a reas ar speredoù, ma voe adwelet an div ganerez war ar memes leurenn o kanañ.


Pa voe divodet an Akademiezh e tistroas Francesca da Italia, ma kanas gant Farinelli ha Caffarelli. Distreiñ a reas da Londrez entre 1733 ha 1737, ma kanas en Opéra of the Nobility, met kuitaat Bro-Saoz a rankas goude un afer spontus, ma voe tamallet dezhi klask muntrañ he fried Sandoni dre ar c'hontamm.


Etre 1740 ha 1742 e veajas en Alamagn gant meur a gompagnunezh, ha kanañ a reas evel pennkanerez. klask a reas lakaat urzh en hec'h aferioù arc'hant : foetet he devoa he madoù bras, ha dle spontus a oa war he choug. E 1742 e voe bac'het en Izelvroioù abalamour d'he dle just a-walc'h, met laosket e voe da vont goude dastum arc'hant gant un toullad kanadegoù.

Etre 1745 ha 1749 e kanas e lez Württemberg, ma veze paeet falloc'h eget a-raok. E 1749 e kuitaas ar vro da vont da gêr Bologna. E 1750 edo e Pariz, ma kanas dirak ar rouanez Maria Leszczyńska. Neuze ez eas d'ober he zeirvet chomadenn da Londrez.

D'an 2 a viz Eost 1750 e voe bac'het adarre abalamour d'he dle, ha ne deuas er-maez nemet gant skoazell Priñs Kembre.

E 1751 e kanas meur a wech e Londrez: d'ar 16 a viz Ebrel e Haymarket ha d'an 22 e ti Mr. Hickford, ma kanas pezhioù ( arie) eus ar c'hoariganoù Ottone ha Giulio Cesare, hag eus an oratorio Sansone, ma he devoa graet berzh kentaou. Hervez ar c'hanvarnour Charles Burney e oa aet fall he mouezh 50 vloaz e oa e 1750).

En 1752 e kimiadas diouzh he selaouerien gant ur ganadeg ma pede anezho da zont d'he skoazellaén da baeañ he dle.

Mervel a reas e 1778, en dienez, en un ospis Bologna, da 82 vloaz, goude tremenet 20 bloavezh diwezhaén he buhez oc'h ober nozelennoù evit dilhad. .