Francesco Maria II della Rovere

Francesco Maria II della Rovere (15491631) a oa Dug Urbino, Dug Sora, aotrou Pesaro, Senigallia, Fossombrone ha Gubbio.

Francesco Maria II della Rovere, poltredet gant Federico Barocci
Lucrezia d'Este (1535-1598)

Bugaleaj kemmañ

Mab e oa da Guidobaldo II Della Rovere, dug Urbino, kont Montefeltro, ha da Vittoria Farnese.

Savet ha desket mat e voe, hag eus 1565 betek 1568 e oa e lez Spagn. Anvet e voe da zug pa varvas e dad e 1574.

Dimezioù kemmañ

E 1570 e timezas da Lucrezia d'Este (1535 – 1598), a oa pevarzek vloaz koshoc'h egetañ : eñ a oa 21 bloaz, ha hi 35 bloaz. Bugel ebet n'o doe.
Adalek 1579 e tispartias diouzh e bried ac'h eas da vevañ da Ferrara, e lez he breur Alfonso II d'Este.

Mervel a reas Lucrezia e 1598. Pa ne oa mab ebet edo an dugelezh o vont da zistreiñ etre daouarn ar pab goude marv an dug dishêr. Neuze e fellas da Francesco addimeziñ.

E 1599 ec'h euredas gant Livia Della Rovere, ur geniterv a oa 36 bloaz yaouankoc'h egetañ, evit klask kaout ur pennhêr. E Mae 1605 e c'hanas Livia ur mab, Federico Ubaldo della Rovere. Hennezh a zimezas da Claudia de' Medici e 1621, hag a roas da Francesco Maria II ur verc'h-vihan, Vittoria della Rovere.