Francis Guinard, ganet d'an 30 a viz Eost 1913 e Megrid, hag aet d'an Anaon d'an 19 a viz Gwengolo 1996 e Lehon, a oa ur c'hizeller breizhat.

Albert Bourget a voe e vestr war an arzoù e Skol an arzoù-kaer e Roazhon, Henri Bouchard ha Paul Niclausse e Skol broadel uhel an arzoù-kaer (Bro-C'hall) e Pariz.

Goude bezañ bet prizoniad e-kerzh an Eil Brezel Bed ha bezañ bevet e Pariz e tistroas da Vreizh e 1955. En em staliañ a reas e Langadiarn.

Kizellet en deus maen-greunit eus Langadiarn dreist-holl.

Un nebeud oberennoù kemmañ

Levrlennadur kemmañ

  • (fr) Martine Urvoy, Le Groupe des sept, e Le Pays de Dinan, levr XXIV, 2004, levraoueg kêr Zinan.
  • War roudou Yves Floc'h (Dans les pas d'Yves Floc'h), Kevredigezh Le Temps des Livres, 2000, 96. p., skeudennet gant 80 taolenn ha meur a foto hag a dresadenn. isbn|2-907831-75-5.
  • Francis Guinard e kelaouenn Pierre Actual, ti-embann Le Mausolée e Ternay.
  • Bertrand Beyer, Guide des Tombes d'hommes célébres, ti-embann Le Cherche Midi, 2011, p. 54.