Francisco de Biedma y Narváez

Francisco de Biedma y Narváez (Jaén, Andalouzia, 11 Mezheven 1737Cochabamba, Bolivia, 28 Mezheven 1809 ; skrivet Viedma a-wechoù) a oa ur moraer spagnol hag a verdeas a-hed aodoù Patagonia, en Arc'hantina hiziv.
Krouiñ meur a gêr a reas, evel Viedma, ar gêr goshañ krouet gant Europiz e Patagonia d’an 22 a viz Ebrel 1779, anvet Nuestra Señora del Carmen da neuze.

Adal 1785 e voe gouarnour en Intendencia de Cochabamba e Bolivia, ma varvas d'an oad a 72 vloaz.

Istor kemmañ

Ar besroue Juan José Vértiz (1719-1799) a felle dezhañ aozañ beajoù-studi a-hed an aod da sevel kreñvlec'hioù e Patagonia, ha Biedma a gemeras perzh en unan dindan Juan de la Piedra. D'ar 15 a viz Kerzu 1778 e savjont an eorioù e Montevideo ha d'ar 7 a viz Genver 1779 e tegouezhjont e pleg-mor San José, war aod norzh ledenez Valdés, a zo lodenn su pleg-mor San Matías, war aod Patagonia.

Liammoù diavaez kemmañ