Frankenthal

kumun alaman

Hed ha treuz: 49°32′N 8°21′E


Frankenthal
Skoed Armoù Frankenthal Lec'hiadur eus Frankenthal en Alamagn

Bro Alamagn
Stad kevredet Rheinland-Pfalz
Rannvro velestradurel Frankenthal
Poblañs 46938 (2006)
Gorread 43.78 km²
Stankter 1073 /km²
Uhelder 96 m
hed ha led 49°32′ N 8°21′ E
Kod-post 67227
Kod-kelc'hiad 06233
Kod plakenn-varilh FT
Maer Martin Hebich (CDU)
Lec'hienn frankenthal.de

Frankenthal a zo ur gêr e gevred Alamagn, er stad kevredet Rheinland-Pfalz.

Istor kemmañ

Roud a gaver eus anv Frankenthal evit ar wech kentañ e 772. E 1119 e voe savet ur manati aogustinian eno. Hiziv an deiz ne chom nemet dismantroù anezhañ, anvet Erkenbertsruine, hag a c'haller gwelout e kreiz-kêr.

E-pad eil lodenn ar XVIvet kantved e teuas kalz tud eus an Izelvroioù, peogwir e oant heskinet abalamour d'o c'hredennoù relijiel. Arzourien hag ijinoulerien e oant, neuze ez eas war-raok ar gêr a-fet armerzh. Gant an arzourien e voe krouet skol Frankenthal (alamaneg : Frankenthaler Malerschule). E 1577 e voe lakaet Frankenthal da gêr gant ar c'hont Johann Kasimir.

Kreñvaet e voe Frankenthal e 1600. E 1621 e voe taget gant ar Spagnoled e-pad Brezel Tregont Vloaz, ha goude-se gant armeoù all. Distrujet e voe greanterezh hag armerzh ar gêr, hag a voe savet en-dro e 1682. E 1689 e voe distrujet ar gêr gant an tan gant an arme c'hall. E-pad ouzhpenn hanter kant vloaz e c'houzañvas ar gêr goude an darvoud-se.

E 1750, dindan ren an Dilenner (Kurfürst) Karl Theodor, e voe diorrenet kêr Frankenthal a-fet greanterezh. Meur a labouradeg a voe digoret, ha plantet e voe gwez mouar a-benn gounit seiz. Ul labouradeg porselen a voe digoret e 1755, mont a reas en-dro betek 1800.

 
Porselen Frankenthal

Aloubet e voe gant ar C'hallaoued e 1797, ha renet e voe gant Bavaria e 1816. War-raok ez eas an traoù a-fet greanterezh azalek 1859. Ar sinagogenn, hag a oa bet savet e 1884, a voe distrujet (plantet tan enni) e-pad Nozvezh ar Strink e 1938.

 
Ti-kêr Frankenthal

Tost holl greiz-kêr a voe distrujet e-pad ur vombezadeg e 1943. E 1945 e voe aloubet gant an Amerikaned da gentañ, ha gant ar C'hallaoued goude-se. Abaoe 1946 emañ Frankenthal el land Rheinland-Pfalz.

Kêrioù gevellet kemmañ

Kenlabour:

Kêrioù kevredet:

Skeudennoù kemmañ

  Porched Alamagn – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn da Alamagn.