An iliz-veur c’hall (en alamaneg Französischer Dom) a zo bet savet etre 1705 ha 1785 gant hugunoded deuet da repuiñ en Alamagn. War blasenn Gendarmenmarkt emañ. Diazezet eo ar stumm anezhi war hini iliz-veur Charenton (Bro-C'hall), bet distrujet e 1688. An tour hag ar porchedoù a zo bet treset gant Carl von Gontard, hag ouzhpennet int bet 1785. An delwenn a lak ar c'hloc'h da vont en-dro a zo un arouez eus trec'h ar relijion.Kalz distruj a voe e-pad an eil brezel bed, adkempennet eo bet an iliz-veur etre 1981 ha 1987. E 1987 (da vare 750 vloaz Berlin) ez eus bet aozet ur brimbalaerezh, ennañ 60 kloc'h. Talbenn an iliz-veur a zo bet kempennet etre 2004 ha 2006 (6 milion euro o deus koustet al labourioù). En iliz-veur e kaver ur mirdi diwar-benn an hugunoded (Hugenottenmuseum) krouet e 1935 hag ur savenn gwel meur.

Französischer Dom


Liamm diavaez kemmañ

Lec'hienn ofisiel]


 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.