Gant embann ur freuz-dimeziñ e kemenner eo bet nullet an dimeziñ, ha kildalvoudus eo, da lavaret eo e vez graet evel pa ne vije ket bet eus an dimeziñ. An abegoù evit didalvoudekaat un dimeziñ a c'hall cheñch hervez ar broioù hag ar mareoù.

Disheñvel eo diouzh an torr-dimeziñ, a vez embannet da derriñ un dimeziñ diwar un deiziad resis, ha n'eo ket kildavoudus.

Skouer Herri VIII kemmañ

Herri VIII a lakeas freuzañ tri eus e c'hwec'h eured :

  • gant Catherine of Aragon (war an diazez ma oa bet dimezet d'e vreur kent),
  • gant Anne Boleyn (war an diazez ma he dije hoalet anezhañ gant sorserezh hag e oa avoultrez, ha dre ma ne felle ket dezhañ lakaat e bried d'ar marv e kinnigas dezhi plegañ da lakaat freuzañ o eured evit kaout ur marv dousoc'h),
  • gant Anne of Cleves (war an diazez ma n'he dije ket sevenet an eured hag e oa bet prometet a-raok d'ur gwaz all).

Evit Catherine Howard ne voe ket freuzet hec'h eured. Avoultrez e oa bet, gant Thomas Culpeper, ha kontet kaer gant gwazed all eus al lez.