Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ

Frodo Sac'heg zo un hobbit eus Douar-ar-C'hreiz, en hollved ijinet gant J. R. R. Tolkien, ha kontet e vez ul lodenn eus e vuhez e Aotrou ar Gwalennoù. Frodo zo un Hobbit eus ar gontelezh hag en deus bet ar Walenn Nemeti evel hêrezh digant e genderv Bilbo Sac'heg (taolennet evel un "eontr"). Stagañ a ra gant ur veaj da vont d'en distruj en ur stlepel anezhi e tan ar Menez Tonkad, er Mordor. Meneget eo Frodo en oberennoù dalif Tolkien, evel Ar Silmarillion ha Kontadennoù Diechu.

Frodo a zo gloazet meur a wezh a-hed e avanturioù, ha seul dostoc'h emañ ouzh ar Mordor, seul bounneroc'h e teu ar Walenn. Pa zistro d'e vro, ne zeu ket a-benn da vevañ en hevelep doare ha ma veze graet gantañ diagent, hag aotreet eo neuze da gemer ur vag gant elfed ha Gandalf evit mont da Valinor.

An anv "Frodo" a zeu eus ar ger hensaoznek Fróda, hag a dalv "fur dre e skiant-prenet".