Un impalaer roman e oa Marcus Iulius Philippus (war dro 209 - 249). Fulup an Arab a veze graet anezhañ abalamour da orin e familh. Ren a reas eus 244 betek 249.

Moneiz Fulup an Arab.

Yaouankiz kemmañ

Gwall nebeut a dra a anavezer diwar-benn yaouankiz Fulup an Arab. Ganet e oa e Bostra, Shabaa hiziv, e-kichen Damask e Siria ha mervel a reas e Verona (Italia). Mab e oa da Julius Marinus, ur penn-bras eus ar vro. N'anavezer ket anv e vamm, met ur breur en doa war a greder: Gaius Julius Priscus a yeas da ward bretorian e-pad ren Gordian III.

Bloavezhioù ar galloud uhelañ kemmañ

E 243, e-pad brezel Gordian III a-enep ar Bersed, e varvas prefed ar pretordi, Timesitheus. Gant skoazell e vreur, Gaius Julius Priscus, e voe anvet Fulup en e lec'h. Goude ur faezhidigezh e varvas Gordian III e degouezhioù disklaer,muntret gant Fulup an Arab moarvat. E lec'h a gemeras hemañ hag ar peoc'h a sinas gant ar Bersed. Da Roma ez eas neuze, en ur lezel e vreur da ren reter an impalaerezh.

Kregiñ a reas re Fulup an Arab gant un aloubadeg c'hermanek e Panonia hag e Moesia. Trec'het e oa bet an alouberien e 248 met ne oa ket plijet al lu, peogwir n'en doa ket resevet un darn vras a-walc'h eus ar preizh moarvat. En em sevel a reas ul lodenn anezhi ha Tiberius Claudius Pacatianus a embannas impalaer. Fulup a flastras an emsavadeg ha Gaius Messius Quintus Decius a anvas rener Moesia.

Ne oa ket an taol-dispac'h nemetañ a oa ret da Fulup da stourm outañ. En em sevel a reas Marcus Iotapianus a-enep Gaius Julius Priscus er reter tra m'arnode daou alouberien arall, Marcus Silbannacus ha Sponsianus d'en embann impalaer, hep berzh, avat.

E-doug e ren e voe lidet milved Roma e 248, met meur a wech pa voe aloubadegoù pobloù ar Reter e klaskas kas pelloc'h.

E 249 e embannas Decius impalaer lejionoù an Danav. Mervel a reas e Verona pa oa o stourm a-enep anezhañ. E vab, Marcus Julius Severus Philippus, a voe muntret un tammig goude m'o-doa tizhet Roma nevezioù ar faezhidigezh e dad.

Martezeoù kemmañ

Hervez an istorour Eusebius Kaesarea en e Istor an Iliz, e vije bet anezhañ ar c'hentañ impalaer roman kristen. Kement-se n'eur ket evit krediñ rak panevet da se e vije bet meneget gant skrivagnerien bagan ha gouzout a reer e oa bet heuliet ar relijion ofisiel gantañ. Diazezet eo kredenn Eusebius war ar brav a veze graet d'ar gristenien gant Fulup.


   An Impalaerien roman   
Anarkiezh vilourel
En e raok :
Gordian III
Fulup an Arab
(244 - 249)
War e lerc'h :
Decius
Heuliad Henroma