Ur fuzuilh zo un arm-tan hir evit tennañ a-bell hag a rank sañset bezañ implijet gant e zaouarn pe pozet war ur pezh (daoubez, trebez, sac'h) pa denner. E geriaoueg an arme ez eo ur fuzuilh un arm-tan dezhañ ur c'hanol rizennet. Pa raer anv eus armoù implijet er-maez eus an arme (evit chaseal dreist-holl) ez eo ur fuzuilh un arm dezhañ unan pe meur a ganol flour.[1]

Ur sell a-dostoc'h ouzh ur fuzuilh chase, dezhi daou ganol flour da wintañ kalibr 18.
Ar Sturmgewehr 44, unan eus ar fuzuilhoù-arsailh kentañ ijinet e fin an Eil Brezel Bed.

Lies eo ar fuzuilhoù. Ar fuzuilhoù-arsailh a zo implijet dreist-holl gant an armeoù. Ar fuzuilhoù-resisted a vez implijet gant an armeoù ha strolladoù surentez ar Stadoù evel ar polis. Fuzuilhoù poultr-du a vez implijet c'hoazh gant dastumerien hag e kenstrivadegoù tennañ gant armoù kozh.

Pa raer anv eus un arm-tan hir rizennet e ganol(ioù) hag implijet evit chaseal pe e bed an tennerezh-sport e implijer kentoc'h ar ger karabinenn. Met e geriaoueg an arme e implijer a-wechoù ar ger karabinenn evit armoù rizennet o c'hanol berroc'h o ment hag o hed-tenn (Karabiner 98k, M1 Carbine).

Fuzuilh-arsailh kemmañ

Ur fuzuilh-arsailh, pe fuzuilh-argad, a zo graet evit tennañ betek 300 metrad gant ar mod damaotomatek, pe betek 30 metrad er mod aotomatek. Hendad ar fuzuilhoù-arsailh en istor a voe an avtomat Ferodova, krouet e Impalaeriezh Rusia e 1916. E fin an Eil Brezel-bed e voe ijinet en Alamagn ar Sturmgewehr 44, a zo gwelet evel ar fuzuilh-arsailh modern kentañ. Hiziv e implij ar bras eus an armoù-mañ ar c'halibr standart 5,56 x 45 mm NATO. E-touez ar c'halibroù all implijet ar muiañ e kaver ar 7,62 x 51 mm NATO pe ar 7,62 x 39 soviedel.

 
Un AK-47, a zo e-touez ar fuzuilhoù-arsailh implijetañ er bed ablamour d'he soluter ha d'he friz izel.[2]

Skouerioù fuzuilhoù-arsailh kemmañ

Fuzuilh-resisted kemmañ

Ur fuzuilh resisted a vez implijet gant an armeoù da lazhañ enebourien pe distruj dafar en tu all da 300 metrad. Bremañ e vez atav pourveziet gant ul lunedenn da welet pell. E miz Mae 2017 ez eus bet lazhet un den da 3.540 metrad gant ur soudard kanadian e Irak[3]. E-touez ar c'halibroù bras implijet ar muiañ hiziv e kaver an .50 BMG, an .338 Lapua Magnum, ar re .375 ha .408 CheyTac. En XXvet kantved ez eus bet implijet kenañ kalibroù evel an .30-06 Springfield gant arme Stadoù-Unanet Amerika. Ar c'halibr .308 Winchester a vez implijet c'hoazh e fuzuilhoù a-bell gant kalz strolladoù polis er bed. A-wechoù e vez graet gant ur c'halibr bihanañ evel an 5,56 x 45 NATO implijet e fuzuilhoù Sig Sauer 550 ar GIGN e Frañs[4].

 
Ur fuzuilh a-bell M40 amerikan gant he lunedenn hag he daoubez.

Skouerioù fuzuilhoù a-bell kemmañ

  • SVD Dragunov (URSS, 1963)
  • An M40 amerikan (1966), diazezet war ar garabinenn Remington 700
  • FR-F1 (Frañs, 1966)
  • FN SCAR-H PR (Belgia)
  • Barrett M82 (Stadoù-Unanet Amerika, 1982)
  • M24 (Stadoù-Unanet Amerika, 1988)
  • McMillan TAC-50 LRSW (Stadoù-Unanet Amerika, fin ar bloavezhioù 1980)
  • Accuracy International AWM (Rouantelezh-Unanet, 1996)

Fuzuilh-chase kemmañ

 
Ur fuzuilh chaseal tri zenn damaotomatek Franchi Fast Pro, kalibr 12/76.

Ur fuzuilh-chase he deus alies daou ganol flour, a-wechoù unan pe dri. Implijet e vez da dennañ war loened tost a-walc'h (dindan 50 metrad). Gellet a ra bezañ karget gant kartouchennoù plom evit ar jiboez bihan pe gant kartouchennoù slug enne ur boled evit al loened brasoc'h (moc'h-gouez, kirvi...). E-touez ar c'halibroù implijet ar muiañ e kaver ar c'halibroù 12 ha 20. Ar c'halibr 16 a oa an hini implijetañ e Frañs a-raok ar bloavezhioù 1970. Ar c'halibr .410 (pe 36 magnum) a gaver e fuzuilhoù bihan da lazhañ loened bihan a-dost. En Europa eo kambret peurliesañ ar fuzuilhoù chase e 65 mm, 70 mm pe 76 mm (magnum).

 
Ur fuzuilh-chase daou denn Browning B25 kalibr 12. He daou ganol a vez gwintet da gargañ anezhi.

Skouerioù fuzuilhoù-chase kemmañ

Fuzuilh poultr-du kemmañ

Da glokaat.

Gwelet ivez kemmañ

Sellit ouzh ar ger Fuzuilh er
wikeriadur, ar geriadur frank.


Notennoù ha daveennoù kemmañ

  1. Olivier ACHARD, L'Univers des fusils, Solar 2002, p. 15
  2. [1] Comment la kalachnikov a changé le monde, troet gant Jean-Clément NAU, Slate, 11 a viz C'hwevrer 2012
  3. [2] Irak: Un sniper canadien abat un djihadiste de Daesh à une distance de 3.500 mètres, 20 minutes avec agences, 23 a viz Gouere 2017
  4. [3] Pajenn GIGN.org.
   Stag eo ar bajenn-mañ ouzh Porched an Armoù-tan