Gabriel Calloet-Kerbrat

Gabriel Calloet-Kerbrat, bet ganet etre 1616 ha 1620 e Kerbrat, e parrez Servel, e-kichen Lannuon, e Treger, hag aet d'an Anaon goude 1688, a oa ur gounezoniour ha skrivagner katolik breizhat. Eñ eo an hini en deus degaset e Frañs ar mennozh gwellaat ar gouennoù dre ar berlañchadur. C'hoariet en deus ivez un roll dibar evit sevel an ospitalioù hollek.