Gaetano Perusini, ganet d'ar 24 a viz C'hwevrer 1879 ha marvet d'an 8 a viz Kerzu 1915 a oa ur medisin italian. Studier ha kenlabourer e voe da Alois Alzheimer, ha sikouret en doa da zielfennañ kleñved Alzheimer. E 1915 e voe degemeret er servij el lu italian, hep ober anv eus e vicher a vedisin. Pa voe gouezet gant al lu e oa ur medisin ampart e voe kaset d'un ospital war an talbenn e San Floriano del Collio. Eno e voe gloazet don gant ur c'hreunadenn d'an 28 a viz Du 1915. Kaset e voe da ospital ar Groaz-Ruz e Cormons. Mervel a reas eno d'an 8 a viz Kerzu d'an oad a 36 vloaz.

Gaetano Perusini e-tro 1905
Skipailh labour Alzheimer e 1909-1910. Gaetano Perusini a zo en traoñ a-zehoù.

Liammoù diavaez kemmañ