Gake no ue no Ponyo

Gake no ue no Ponyo (崖の上のポニョ) pe Ponyo war an tornaod zo ur film-bevaat japanat sevenet gant Hayao Miyazaki evit ar Studio Ghibli e 2008. Kontañ a ra istor ar pesk Brunehilde, merc'h ar sorser Fujimoto, a glask ober anaoudegezh gant bed an dud. En em gavet a ra gant Sosuke, ur paotrig 5 bloaz a ra Ponyo anezhi. Skrapet en-dro gant he zad, Ponyo a laer huderezh hep gouzout dezhi ha cheñch a ra stumm evit bezañ ur plac'hig 5 bloaz da vont da vevañ e-touez an dud.