Gallia cisalpina eo anv latin ar broviñs roman a oa dindani kompezenn ar Po, en hanternoz Italia a vremañ, betek ar stêrioù Arnus ha Rubicone er c'hreisteiz.

Gallia Cisalpina er reter, en hanternoz Italia a vremañ
Hanternoz Italia e The Historical Atlas gant William R. Shepherd, 1911
Gallia Cisalpina
Pobloù Gallia Cisalpina

Anv kemmañ

Anvet e oa bet Gallia Cisalpina gant ar Romaned abalamour ma oa etre an Alpoù ha Roma. Enebet e veze ouzh Gallia Transalpina (en tu all d'an Alpoù, d'ar Romaned).
Graet e veze ivez Gallia Transpadana, pe Gallia Citerior anezhi e latin. Lesanvet e veze ivez ar broviñs-se Gallia togata dre ma veze gwisket togaoù gant e annezidi romanekaet hag enebet e veze e-giz-se ouzh Gallia Comata, "Galia vlevek", a oa al lodenn dieub eus Galia e-lec'h ma oa bet dalc'het d'an dilhad keltiek.

Annezet e oa gant meur a boblad Galianed, en o zouez ar Voied (Boii e latin), al Lingoned (Lingones), ar Senoned (Senones), an Insubred (Insubres) hag ar Genomaned (Cenomani).

Lec'hiadur kemmañ

Bevennet e oa Gallia Cisalpina :

  • er c'hornôg gant an Alpoù ;
  • en norzh gant an Alpoù ha gant al lennoù bras e-harz ar menezioù ;
  • er reter gant Trieste ;
  • er c'hreisteiz gant ar sterioù Rubico hag Arnus hag an Appenninoù ligurat.

Statud kemmañ

Perc'hennet e oa gant ar Romaned abaoe 222 kent J.-K[1].

Istor kemmañ

Krouet e oa bet ar broviñs-mañ gant ar Republik roman e 81 kent J.-K. ha gouarnet e oa gant ur proprætor[2] en he c'hêr-benn Mutina (Modena hiziv). War-dro ar bloaz 42/43 kent J.-K. e voe stagetouzh Italia.

E 73 kent J.-K., Spartacus a bilas lejion Gaius Cassius Longinus, gouarnour roman ar broviñs.
Gallia Cisalpina a voe rannet gant Augustus etre teir rannvro, ha ne voe ket anezhi ken: Regio VIII Aemilia, Regio IX Liguria ha Regio XI Transpadana. Ar Regio X Venetia et Histria a voe staget ouzh Illiricum. Ganet eo bet ar barzh Virgilius e Gallia Cisalpina.

Gwelet ivez kemmañ

Liammoù diavaez kemmañ

Notennoù kemmañ

  1. (fr) Mommsen, Theodor. Histoire romaine, des commencements de Rome jusqu'aux guerres civiles. Troet diwar an alamaneg gant C. A. Alexandre. Paris : Robert Laffont, 2011 (ISBN 978-2-221-11365-3)
  2. Uhelreizhaouer diskarget hag anvet da c'houarnour ur broviñs.