Gaston Lagaffe (Gaston Beiadeg e brezhoneg) a zo un haroz bannoù-treset savet gant André Franquin e miz C'hwevrer 1957 hag embannet er gelaouenn Spirou.
Istorioù berr-berr int, ur bajenn pe un hanter bajenn, ha fentus. Gaston a zo implijet e ti ar gelaouenn "Spirou", ur mell lezireg a zo anezhañ, ha ne ra nemet garzajoù.

Gaston Lagaffe
livet war Voger Berlin
Karr Gaston Lagaffe
Brussel, 2006
Straed Gaston Lagaffe
e Brussel

Atav e vez heskinet Gaston gant Léon Prunelle, a zo skridaozer e ti Spirou ha karget d'e lakaat da labourat. En abeg da fallvarc'hoù Gaston ne zeu morse Prunelle a-benn da sinañ kevratoù kevrinus gant an ao. De Mesmaeker.
Mignon eo Gaston da ziellourez Spirou, an dimezell Jeanne (M'oiselle Jeanne), a gav atav digarezioù d'e vourdoù, ha karantez a sav tamm-ha-tamm etrezo.
Brudet eo karr Gaston, ur Fiat 509 (1925-1929).

Liammoù diavaez kemmañ