Gemitus Britannorum

Gemitus Britannorum (pe Klemm ar Vrezhoned) eo anv al lizher, hervez Sant Gweltaz en e levr De excidio Britanniae, a voe kaset gant pobl proviñs Britannia da c'houlenn skoazell arme Roma da zifenn o bro diouzh an alouberien : Skoted, Pikted, Angled, Saozon.

Ar skrid kemmañ

Sede skrid lizher Gweltaz, bloaziet e 446, ha kaset da Ætius, evit-doare:

Igitur rursum miserae mittentes epistolas reliquiae ad Agitium Romanae potestatis uirum, hoc modo loquentes: Agitio ter consuli gemitus Britannorum, et post pauca querentes repellunt barbari ad mare, repellit mare ad barbaros; inter haec duo genera funerum aut iugulamur aut mergimur!
Da Agitius, konsul teir gwech, klemm ar Vrezhoned ... ar varbared hon c'has d'ar mor, ar mor hon c'has d'ar varbared, etre an daou zoare-se da vervel e vezomp pe lazhet pe beuzet.

Meneget eo ar skrid-se gantañ e-barzh De excidio Britanniae, ha gant Bede war e lerc'h. Diskouez a ra ur boblañs e dañjer vras, ha klask a ra reiñ da gompren eo ret kas armeoù roman Galia en tu all da Vor Breizh da zifenn Brezhoned an Impalaeriezh diouzh an alouberien saoz. Met an Impalaeriezh, darev da gouezhañ, n'he devoa ket peadra da gas en amzer-se, ha ne lavar ket Gweltaz petra a voe respontet, ma voe ur respont.

Bloaziañ ha displegañ kemmañ

Barbared ar skrid eo ar Saozon diazezet en Enez Vreizh hag a veve gant ar Vrezhoned abaoe ar bloavezhioù 430. Kenderc'hel a raent da breizhata, ha skoazell ebet ne deuas eus Galia. Gweladenn Germanus, Jermen Auxerre, a oa bet ur jeneral roman a-raok bout eskob Auxerre, war-dro 446–7 a c'hallje bezañ bet ur respont digant Ætius, met tostoc'h da 440 eo bloavezh e eil gweladenn da Enez Vreizh.

Levrlennadur kemmañ

Pennadoù kar, a bell pe a dost kemmañ