Geokoach zo un dudi hag a zo he fal implij ur Sistem Geolec'hiadur Hollek dre Satellit (GNSS : Global Navigation Satellite System e saozneg) evit koachañ pe digoachañ un endalc'her (anvet "kuzh" pe "geokuzh") er bed a-bezh. Dre voaz ez eo ur geokuzh boutin un endalc'her stank bihan ha solut a-walc'h. Ennañ e vez kavet da nebeutañ ha dre ret ul "loglevr" da verkañ ar gweladennoù. Ouzhpenn d'al loglevr e c'heller kavout er geokuzhadelloù "teñzorioù" (peurvuiañ bitrakoù a nebeut a dalvoudegezh). E deroù miz Kerzu 2014 e oa 2 532 197 kuzhiadell oberiant er bed a-bezh hag ouzhpenn 6 000 000 a c'heodiskoacherien hervez pajenn degemer geocaching.com[1] hag a zo unan eus lec'hiennoù kevredigezhel pennañ ar geokoach evit a sell an niver a izili.

Contenant de type "boîte à munitions"
Skouerioù endalc'herioù implijet evel geokoachoù: a-us, ur voest munisionoù; izeloc'h, ur voest plastik.

Istor kemmañ

A-raok ar 1añ a viz Mae 2000 ne oa ket posupl c'hoari geodiskoach en abeg da oberiantiz dibabet ar Geolec'hiadur dre Satellit (GPS). Ar c'heokuzhiadell gentañ anavezet a oa bet koachet gant Dave Ulmer, a-orin eus Beavercreek (Oregon) e Stadoù-Unanet Amerika d'an 3 a viz Mae 2000. Ar c'henurzhiennoù geografek a voe embannet war ur strollad usenet sci.geo.satellite-nav[2].

Da gentañ e oa graet gant ar stumm GPS stash hunt e saozneg. Met dre ma oa un arliv negativel war ar ger stash (e brezhoneg "preizhadur") e voe cheñchet e geocaching war ginnig Matt Stum war strollad gpsstash eGroups (hag a vo adanvet Yahoo! Groups da c'houde)[3].

E 2000 e voe krouet gant Jeremy Irish, Elias Alvord ha Bryan Roth e Seattle ar gevredigezh Groundspeak hag a zo merour al lec'hienn Geocaching.com[4] hag a listenn e miz Kerzu 2014 ouzhpenn 2 500 000 geokuzh oberiant er bed a-bezh. Ar porastell-mañ ha reoù all gouestlet d'ar geokoach e broioù resis, a ro tro d'ar c'hoarierien da zisklêriañ o geodiskoachadennoù, o geokoachoù hag aozañ geokejadennoù. Gant Geocaching.com ez eus tu ivez da enrollañ troioù-kaer, traoùigoù graet amprevaned beajerien outo. Ul lodenn vras eus ar geokoachoù a c'heller gwelet gant an holl war al lec'hienn geocaching.com, met ul lodenn all ne vezont gwelet nemet gant an implijerien emezellet o deus paeet o skodenn.

Dre ma voe boutinoc'h-boutinañ ar binviji hezoug gouest da implij ar Geolerc'hiadur de Satellit (GPS) adalek kreiz ar bloavezhoù 2000 en deus kresket diehan niver ar c'heodiskoacherien hag ar c'heokoacherien er bed.

Mont en dro kemmañ

Ar c'hoarierien a verk o geodiskoachadennoù dre verkañ o lesanv geodiskoacher hag an deiziad war al loglevr, ur c'harnedig pe ur follenn baper peurliesañ, hag a zo e-barzh ar geokoach a-raok disklêriañ o geodiskoachadennoù war al lec'hiennoù internet kevredigezhel gouestlet d'ar geokoach.

Pedet eo ar c'heodiskoacherien de gemer ur bitrak bennak er geokoach gant ma laoskfont unan all e-barzh. C'hoarielloù didalvoud, pegsunioù pe kanetennoù a c'heller kavout e-barzh ar geokoachoù. Difennet groñs eo lakaat traoù da zebriñ e-barzh dre ma sachfe loened gouez. Ar bitrakoù lezet er geokoach a rank bezañ hep riskl ebet ha chom hep bezañ er-maez eus al lezenn. Dre vras e vez un notenn hag a zispleg ar c'hoari er geokuzh evit ar re a gavfe ar geokuzh dre zegouezh hag a bed anezho da c'hoari ivez ha da lezel ar geokuzh el lec'h ma voe kavet.

An endalc'herioù boutinañ a zo boestoù plastik doare "Tupperware" dre ma'z int stank, boestoù pelikulennoù foto, pe boestoù louzoù. Ar reoù ziwezhañ-mañ a vez priziet evit ar geokoachoù-kêr, ma vez ret dezho bezañ bihan ha bezañ livet a-wechoù da chom hep bezañ kavet gant frioù furch ne anavezfent ket ar c'hoari pa vezont kuzhet er straedoù.

Kavout ar geokoach kemmañ

Meur a lec'hienn gevredigezhel, hag a renabl geokoachoù ar bed a-bezh pe geokoachoù broioù resis, a ro kenurzhiennoù geografek ar geokoachoù. D'ar geodiskoacher da vont eta war al lerc'h ha da glask an endalc'her. Darn eus ar geokoachoù a zo kuzhet e kreizig-kreiz ar c'hêrioù bras pe bihan (war straed Siam e Brest pe war ar Champs Elysées e Pariz! hag a c'hall pep hini o c'havout. Lod all a zo kuzhet e lec'hiou siouloc'h : koadoù, menezioù, tro-dro da chapelioù bihan pe ilizoù, a-hed ar mor, stêriou, kanolioù… Lod all c'hoazh a vez ezhomm splujañ pe krapat evit o c'havout.

Ur wech diskoachet ar c'huzh e vez skrivet gant ar geodiskoacher e lesanv hag an deiziad el loglevr, eskemmet ur bitrak bennak hag adlakaet aketus ar c'huzh el lec'h ma voe kavet evit ar c'hoarierien da zont.

Koachañ ur c'huzh kemmañ

Reolennoù resis a zo evit koachañ kuzhioù. Da skouer, difennet eo koachañ war un dachenn brevez hep asant perc'henn an dachenn. Difennet eo ivez douarañ ar c'hoachoù, pe lakaat koachoù hag a vefe saotrus evit an endro. Ar c'heokoacherien o do koachet ur c'huzh a vo kiriek eus e gempenn. Ur wech koachet ar c'huzh e vez embannet ar c'huzh war lec'hiennoù kevredigezhel evit ma c'hello ar c'heodiskoacherien dont d'e gavout.

C'hoarvezout a ra e vefe distrujet ar c'huzh gant loened, vandaled pe gant ar gwall amzer.

Defi ar geokoacher eo kavout ul lec'h hag a c'hello bezañ kavet gant ar c'heodiskoacherien hep bezañ gwelet pe kavet aes gant an dud all.

Hervez ar boaz e vez un dalvoudegezh ouzhpenn gant lec'h ar geokoach, pe e vefe un dalvoudegezh sevenadurel, unan naturel pe unan dudi.

Geriaoueg kemmañ

Geokoacher kemmañ

Neb a guzh ur geokoach.

Geodiskoacher kemmañ

Neb a glask ur geokoach.

Amprevan beajer kemmañ

E-touez ar bitrakoù er geokoachoù e kaver gwech ha gwech all un amprevan beajer. Bitrakoù didalvez int ar peuliesañ, met staget outo ez eus un niverenn anavezout. Gant an niverenn anavezout-mañ e c'haller, war lec'hiennoù ’zo, merkañ araokadennoù an amprevaned. Darn eus an amprevaned o devez da bal evel "ober tro ar bed" pe "mont d'ar Stadoù-Unanet".

Liammoù diavaez kemmañ


 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Notennoù ha daveoù kemmañ

  1. (fr) geocaching.com.
  2. (en) « GPS Stash Hunt... Stash #1 is there! » war sci.geo.satellite-nav. Archive sur Google Groups.
  3. (en) « The Geostash Network », war ar strollad gpsstash de Yahoo! Tech Groups (gwechall eGroups).
  4. The History of Geocaching. Groundspeak.