George Martin (sonaozour)

Sir George Henry Martin (3 a viz Genver 1926-8 a viz Meurzh 2016) a oa ur produer, sonaozer ha soner saoz. Lesanvet eo alies ar Pempvet Beatle dre ar perzh en doa kemeret en istor ar strollad pop The Beatles kerkent hag e 1962 hag evit o holl albomoù studio.

George Martin
George Martin e 2006

Ganet 3 a viz Genver 1926
Londrez, Bro-Saoz
Marvet 8 a viz Meurzh 2016 (da 90 vloaz)
Wiltshire, Bro-Saoz
Micher(ioù) produer enrollañ, sonaozer, bleiner, ijinour-son, soner
Doare(où) rock, pop, klasel
Benveg(où) klavieroù, oboell
Bloavezhioù oberiant 1950-2006
Label(ioù) EMI, Parlophone, Apple

Labour George Martin en em led war c'hwec'h degad er sonerezh, filmoù, skinwel hag arvestoù. A-raok labourat gant ar Beatles ha strolladoù pop all en doa labouret war enrolladennoù fentigellat gant tud evel Peter Sellers, Spike Milligan ha reoù all. A-hed e red-vicher en doa produet 30 kanaouenn deuet e penn ar rolloù er Rouantelezh-Unanet ha 23 er Stadoù-Unanet. Labouret en deus en embregerezhioù-media hag anvet e oa bet da varc'heg e 1996.