Ur ger kevrennek zo anezhañ ur ger bet savet diwar daou vorfem distag pe muioc'h.

Rummadur steroniel kemmañ

Kevrennadur pennek kemmañ

An darn vrasañ eus ar gerioù kevrennek a vez savet diwar ur penn, da lâret eo an elfenn a ro ar ster ledan d'ar ger kevrennek, hag ar spisaerion a dalvez da dermeniñ ster ar penn-se. Graet e vez pennek (saoz. endocentric) eus gerioù kevrennek a seurt-se rak tennañ a ra o ster da ster an elfenn pennañ a zo enne. Da skouer e brezhoneg ti-post, hag a zo un ti (da lâret eo ur savadur) a dalvez da gas ha resev lizhiri (post). Un doare ti ispisial an hini eo.

Kevrennadur dibenn kemmañ

Gerioù kevrennek all n'o deus penn ebet, avat ha ne c'heller ket divinout ster ar ger kevrennek en e bezh dre dielfennañ ster ar morfemoù a zo ennañ. Da skouer, e saozneg ar ger blue-collar « kolier glas, micherour » n'eo nag ur seurt « gouzougenn, kolier » (collar) nag un doare « glas » (blue). Hervez an termenadur o tont diwar ar sañskriteg e veze graet bahuvrihi eus seurt gerioù kevrennek. Hiriv e reer kentoc'h gant an termen « kevrennadur dibenn » (saoz. exocentric) o tiskwel n'o deus ar gerioù kevrennek-se penn yezhoniel ebet hag e teu ster ar ger eus er-maez eus ster ar morfemoù a zo ennañ.

Ouzhpenn-se ne denn ket dre ret rummad yezhadurel ar ger kevrennek da hini ebet eus rummadoù ar morfemoù a zo ennañ. Da skouer, e saozneg ur must-have a vez renket e-touez an anvioù-kadarn daoust ha ma 'z eo must ha have verboù o-daou.

Ret eo ivez ober an diforc'h etre ar c'hevrennadur diouzh un tu hag an deveradur, diouzh an tu all, e lec'h ma vez staget morfemoù stag (pe kengerioù) ouzh morfemoù distag .

Reolennoù ar c'hevrennadur kemmañ

Meur a doare disheñvel zo da sevel gerioù kevrennek hervez ar yezhoù.

Er yezhoù dezrannel-rik ar gerioù kevrennek a zo anezhe heuliadoù elfennoù an eil war-lerc'h eben hep liamm na verk ebet kenetreze, da skouer ki-dour (ki + dour hep elfenn ebet all).

Er yezhoù sintezel, diouzh an tu all, e c'hell bezañ merket al liamm etre bep elfenn er ger kevrennek. En alamaneg, da skouer, ez eo merket evel genitivel an elfenn Kapitäns (<nominativel: Kapitän) er ger kevrennek Kapitänspatent evit diskuilh ez eo penn ar ger kevrennek an elfenn Patent « breved ».

Techet e vez ar yezhoù enteuzel da grouiñ gerioù kevrennek hir-tre dre pegañ meur a vorfem an eil war lerc'h eben. Met gouest int ivez da sevel gerioù kevrennek hep ouzhpennañ seurt morfemoù. Da skouer, ar ger japanek 神風 kamikaze a zo savet diwar daou anv-kadarn nemetken: kami « doue ; spered » ha kaze « avel ».

Rummadur ereadurel kemmañ

Kevrennadur anv-anv kemmañ

An darn vrasañ eus yezhoù ar bed a implij anvioù-kadarn kevrennek hag a-wechoù ivez anvioù-gwan kevrennek. Lec'hiet e vez penn ur ger kevrennek hervez an doare ma vez techet ur yezh bennak da urzhiañ ar spizerioù e-keñver plas an arguzennoù pennañ (renadur ar penn). Diouzh un tu, ez eus yezhoù hag a zo techet da lakaat ar spizerioù da gentañ hag an arguzennoù pennañ (penn ar rannfrazenn) da heul (saoz. left-branching language), ha diouzh an tu all ez eus yezhoù all a ra ar c'hontrol-mik o lakaat ar spizerioù da heul ar penn (saoz. right-branching language). Da skouer:

  • Nederlandeg:
tandenborstel « broust-dent » (spizer: tanden « dent » + penn: borstel « broust »)
  • Portugaleg:
boquiaberta « e c'henoù digor, balc'h e c'henoù » (penn: boca « genoù » + spizer: aberta « digor »)

Ret eo anzav, memestra, n'eo ket ken sklaer an traoù atav rak an darn-vrasañ eus yezhoù ar bed a ra kentoc'h gant un urzh evit traoù zo dre vras met a c'hell ober gant un urzh kontrol evit traoù all. Gwir eo kement-mañ ivez evit ar reolennoù a dalvez da sevel gerioù kevrennek.

Kevrennadur verb-anv kemmañ

Un doare ger kevrennek a gaver gwall alies e-touez holl yezhoù ar bed a vez savet diwar ur verb (displeget peurliesañ evel-hen: trede gour unander en amzer a-vremañ) mui un anv-kadarn (alies a-walc'h liester, met ivez en unander a-wechoù).

Stank-tre e vez kavet seurt gerioù kevrennek, da skouer rascacielos « skraber-oabl » e spagnoleg pe grattacielo en italianeg (drevezadennoù hervez patrom ar saozneg skyscraper).

Ar saozneg, er c'hontrol, a ra kentoc'h gant un doare kevrennadur verb-anv ispisial e lec'h ma vez enteuzet arguzenn ar verb er verb e-unan ha dioutañ e vez savet un anv-verb achuet e -ing (merk ar gerondivenn) evel breastfeeding « bronnañ bugale », finger-pointing, hag all.

Araogennoù kevrennek kemmañ

N'eo ket ral kavout araogennoù kevrennek savet diwar un anv-kadarn hag un araogenn pe ul lerc'henn (saoz. ) hervez ar yezh, da skouer:

on top of (saozneg: araogenn + anv-kadarn (+araogenn))
"war-c'horre" (brezhoneg: araogenn + anv-kadarn)
no naka ni (japaneg: anv-kadarn + goudeenn).

Skouerioù all kemmañ

  • Brezhoneg:
dourgi (liester amreizh: dourgon; < dour + ki, liester kon)
ki-dour (liester reizh: chas-dour)
beg-hir
biñsaskell (pe helikoptaer)
marc'h-du

Gwelet ivez: kemmañ