Ur yezh vantouek eo gikouyoueg (pe gĩkũyũ) komzet gant tro-dro da 6 milion a dud (22% eus ar boblañs) e Kenya etre Nyeri ha Nairobi.

Ar gikouyoueg a zo unan eus ar pemp yezh e skourr ar yezhoù tagitchouek (pe thagichu) komzet eus Kenya betek Tanzania.

Teir rannyezh gikouyouek pennañ ez eus: an ndieg e Kirinyaga, ar gitchougoueg (pe gichugu) e Muranga hag ar matireg (pe mathira) e Nyeri.


Gwelet ivez: kemmañ

Liammoù diavaez: kemmañ