Ginea Nevez zo un enez en Okeania er rann a vez graet Melanezia anezhi. Er c’hornaoueg d’ar Meurvor Habask emañ, er biz da Aostralia ha disrannet eo diouti gant strizh-mor Torres. An eil enez vrasañ er bed eo (785 753 km²) goude Greunland (2 166 086 km²).

Lec'hiadur an enez er bed

Piramidenn Carstensz (anvet Puncak Jaya en indonezeg, gant ar begoù Ngga Pulu, NduguNdugu) eo menez uhelañ an enez (4 884 m).

Istor kemmañ

An dud kentañ o chom en enez a erruas war-dro 50 000 bloaz zo. An Europeiz kentañ a oa Portugaliz ha Spagnoled er XVIvet kantved. Goude e oa trevannet ha rannet etre an Izelvroiz er C'hornôg hag an Alamaned hag ar Saozon er Reter.

Div vro kemmañ

Rannet eo hiziv an enez etre div riez. Dalc’het eo an hanterenn gornaoueg (Papoua ar C'hornaoueg) gant Indonezia. An hanterenn reter a ya d’ober an darn vrasañ eus Papoua-Ginea Nevez, ur vro dizalc’h. 11 milion bennak a dud a zo o vevañ en enez-se e 2014. An darn vrasañ anezhe a zo Papoued.

Douaroniezh kemmañ

 
Ginea Nevez lec'hiet e Melanezia.

E Norzh Aostralia ha Su ar c'heheder emañ Ginea Nevez. E Melanezia emañ, ha neuze en Okeania, ha n'eo ket en Azia daoust d'al lodenn Kornôg o vezañ dindan beli Indonezia.

E stumm ul labous-ar-baradoz (engenidik eus ar vro) eo an enezenn. Abalamour da se e vez graet eus daou benn anezhi Ledenez Penn al Labous er Gwalarn Ledenez Lost al Labous er Gevred.

Bevliesseurted kemmañ

Ur gwir kroashent biologel eo Ginea-Nevez. Puilh ha liesseurt eo al loened hag ar plant abalamour d'he hin ha d'he douaregor. Menezek-kenañ eo ar vro, ouzhpenn an hanter eus an tiriad zo uheloc'h eget 1000 m. Liesseurted yezhel ha genetek an dud a zo bras-kenañ ivez.

Gwelet ivez kemmañ