Giuliano di Pierfrancesco de' Medici

Giuliano di Pierfrancesco de' Medici, ganet e Firenze war-dro 1520, marvet e kastell Auriol e 1588, a oa un den a iliz italian, eskob e Bro-C'hall (eskob Besièrs, eskob Albi hag arc'heskob Ais de Provença).

Mab e oa da Pierfrancesco de' Medici ha da Maria Soderini. Breur e oa da Lorenzino de' Medici. Goude marv e dad e voe savet gant e vamm ha kerent all er villa del Trebbio. E 1526, p'edo goprsoudarded alaman o tostaat ouzh Firenze e tec'has gant e vreur da Venezia.

E vreur Lorenzo an hini a lazhas Alessandro de' Medici (1510-1537), dug Firenze, e 1537, ha Giuliano a dec'has neuze da gêr Bologna da gentañ, da Venezia goude.

Goude emgann Marciana, e tec'has adarre, gant e genderv Pierre Strozzi, da Vro-C'hall, pa oa kar d'ar rouanez Caterina de' Medici, .

En 1561 ez eas da Roma da vout beleget, ha pa zistroas da Vro-C'hall e voe anvet, e miz Ebrel, da eskob Besièrs, war-lerc'h e genderv Laurent Strozzi.

E 1562 e voe kemeret kêr Besièrs gant ar Brotestanted, lakaet an iliz-veur en arigrap gante, distrujet bezioù an eskibien ha hini Jeanne de France.

Bepred war-lerc'h e genderv Laurent Strozzi e teuas da vout abad Saint-Victor de Marseille hag arc'heskob Aix.